Levr Ezra 8:21
Hag énô war aot ster Abava é embanniz eur iun, évit ma en em c’hlac’harfemp dirâg ann Aotrou hon Doué, ha ma c’houlenfemp digan̄t-han̄ eunn hen̄t éeun évid-omp, hag évid hor mipien, hag évid hon holl drâ. 22 Râk méz em bôa da c’houlenn digan̄d ar roué eur skoazel a varc’heien, évid hon diwallout diouc’h hon énébour enn hen̄t, ô véza m’hor bôa lavaret d’ar roué: Dourn hon Doué a zô war ar ré holl a glask anézhan̄ a galoun vâd; hag hé véli, hag hé c’halloud, hag hé frouden war ar ré holl a zilez anezban̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 16:31Rak sabbat ann éhan eo, hag é c’hlac’harot hoc’h énéou gan̄d eul lid peûr-baduz.
Numbers 14:3Plijet gan̄d Doué é vemp bét marô enn Éjipt; ha plijet gan̄t-han̄ é teûjemp da zizeria enn distrô brâz-man̄, ha n’hol lakajé két da von̄t enn douar-zé, gan̄d aoun na vemp diskaret gan̄d ar c’hlézé, ha na vé kaset hor gragez hag hor bugalé é sklavérez. Ha né két gwell distrei d’ann Éjipt?
Judges 20:26Râk-sé holl vugalé Israel a zeûaz da dî Doué, hag ô véza azézet é wélen̄t dirâg ann Aotrou: hag hî a iunaz enn deiz-zé bétég ar pardaez hag a gennigaz d’ann Aotrou sakrifisou-losk hag hostivou a béoc’h;
Ezra 8:15Hôgen mé hô strollaz war harz ar ster a réd étrézég hini Ahava, hag é choumchomb énô a-héd tri dervez; ha mé a glaskaz mipien Lévi é touez ar bobl hag ar véleien, ha ne gaviz énô hini é-béd.
Nehemiah 9:1Hôgen er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz-zé bugalé Israel en em zastumaz é iûn hag é séier; hag hî gôlôet a zouar.