Levr Ezra 8:25
Ha mé a boézaz dira-z-hô ann arc’han̄t, hag ann aour, hag al listri sakr eûz a dî hon Doué, a oa bét kenniget gan̄d ar roué, hag hé guzulierien, hag hé brin̄sed, hag ar ré holl eûz a Israel en em gavaz énô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 7:85Pép plad arc’han̄t ô véza eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, ha pép kôp eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t; enn hévélep doaré ma poézé kevret ann holl listri arc’han̄t daou vil sikl ha pévar c’han̄t, hervez poéz ar san̄tuar;
Ezra 7:14Râk kaset oud gan̄d ar roué ha gan̄d hé zeiz kuzulier, évit bizita ar Judéa ha Jéruzalem hervez lézen da Zoué, a zô enn da zourn;
Ezra 7:16Kémer hép nép rédi ann holl arc’han̄t hag ann holl aour a gavi é holl brovin̄s Babilon, hag a fellô d’ar bobl da genniga, hag a gennigô ar véleien anézhô hô-unan, da dî hô Doué, a zô é Jéruzalem: