Levr Ezra 7:14
Râk kaset oud gan̄d ar roué ha gan̄d hé zeiz kuzulier, évit bizita ar Judéa ha Jéruzalem hervez lézen da Zoué, a zô enn da zourn;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 1:3Piou ac’hanoc’h a zô eûz he bobl? Ra vézô he Zoué gan̄t-han̄. Ra biñô é Jéruzalem, a zô er Judéa, ha ra zavô a-névez tî ann Aotrou, Doué Israel, péhini eo Doué a zô é Jéruzalem.
Ezra 6:12Ann Doué péhini en deûz lékéat hé hanô da choum aman̄, dispennet ann holl rouan̄télésiou, hag ar bobl a astennô he zourn évid enébi out-han̄, ha kas-da-gét ann tî Doué-zé a zô é Jéruzalem. Me Darius em eûz gréat ar gourc’hémenn-zé, hag é fell d’in é vé sévénet gan̄t préder.
Ezra 7:25Ha té, Esdras, hervez furnez da Zoué a zô enn da zourn, laka barnerien ha rénerien, évit barna ann holl bobl a zô enn tû all d’ar ster, da lavaroud eo ar ré a anavez lézen da Zoué; desk ivé héb hârz ar ré ziwiziek.
Ezra 8:25Ha mé a boézaz dira-z-hô ann arc’han̄t, hag ann aour, hag al listri sakr eûz a dî hon Doué, a oa bét kenniget gan̄d ar roué, hag hé guzulierien, hag hé brin̄sed, hag ar ré holl eûz a Israel en em gavaz énô.
Isaiah 8:20Ha ken̄toc’h d’al lézen, ha d’ann desténi. Ma na gomzon̄t két hervez ar gér-zé, na vézô két a c’houlou min̄tin évit-hô.
Daniel 6:20Ha pa oa tôst d’ar poull, é c’halvaz Daniel gan̄d eur vouéz keinvanuz, hag é lavaraz d’ézhan̄: Daniel, servicher ann Doué béô, da Zoué, péhini a zervichez bépréd, hag hén̄ en deûz gellet da zieûbi eûz al léoned?