Levr Ezra 8:31
Mon̄d a réjomb éta eûz a aod ster Abava enn daouzékved deiz eûz ar mîz ken̄ta, évid mon̄d da Jéruzalem; ha dourn hon Doué a zô savet war-n-omp, hag en deûz hon dieûbet eûz a zourn hon énébour, hag eûz ann hini a aoz spiou d’é-omp enn hen̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
32Ha nî a zeûaz da Jéruzalem, hag a choumaz énô a-héd tri deiz.
Cross References
Ezra 7:9Râg enn deiz ken̄ta eûz ar miz ken̄ta é téraouas piña eûz a Vabilon, hag enn deiz ken̄ta eûz ar pempved mîz é teûaz da Jéruzalem, ô véza ma oa dourn mâd hé Zoué war-n-ézhan̄.
Ezra 8:15Hôgen mé hô strollaz war harz ar ster a réd étrézég hini Ahava, hag é choumchomb énô a-héd tri dervez; ha mé a glaskaz mipien Lévi é touez ar bobl hag ar véleien, ha ne gaviz énô hini é-béd.
Job 5:19Goudé c’houéac’h en̄krez é tieûbô ac’hanod, hag er seizved ann drouk n’az tizô két.
Psalms 91:14O véza ma en deûz lékéat hé c’héd enn-oun, mé a dennô anézhan̄ a boan: hé zifenni a rinn, ô véza ma en deûz anavézet va hanô.