The Bible Software
Levr Ezra · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Ezra 9

1Hôgen pa oé tréménet kémen̄t-sé, ar brin̄sed a zeûaz d’am c’havout, ô lavarout: Pobl Israel, ar véleien hag al Lévited n’in̄t két en em rannet diouc’h poblou ar vrô-man̄, ha diouc’h hô fallagriézou; da lavaroud eo, diouc’h ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ann Ammonited, hag ar Voabited, hag ann Éjiptianed, hag ann Amorréed:

2Râk kéméret hô deûz eûz hô merc’hed évit-hô hag évid hô mipien; ha kemmesket hô deûz ar wenn zan̄tel gan̄t pobl ar vrô; ha dourn ar brin̄sed hag ar rénerien a zô en em rôet da gen̄ta d’ar gwall-zé.

3Pa gleviz ar geriou-zé, é rogiz va man̄tel ha va zaé, é sachiz war va bléô ha war va barô, hag éc’h azéziz glac’haret-brâz.

4Ar ré holl péré a zoujé gér Doué Israel, en em strollaz war-drô d’in, enn abek da wall ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez, ha mé a choumaz azézet ha glac’haret-brâz bété sakrifiz ann abardaez.

5Ha pa genniged sakrifiz ann abardaez, é saviz eûz va glac’har, ha gan̄t va man̄tel ha va zaé roget, en em daoliz war va daoulin, hag é astenniz va daouarn étrézég ann Aotrou, va Doué.

6Hag é liviriz: Va Doué, méz em eûz, ha rusia a rann ô sével va daoulagad étrézég enn-oud, ô véza ma eo paottet hor fallagriézou dreist hor penn, ha ma eo savet hor gwallou bétég ann én̄v,

7Abaoé deisiou hon tadou; ha nî ivé hon-unan hon eûz gwall béc’het bété vréman̄, hag enn hor fallagriézou omp bét lékéat nî, hag hor rouéed, hag hor béleien, étré daouarn rouéed ar brôadou, ha rôet d’ar c’hlézé, ha d’ar sklavérez, ha d’ar gwastérez, ha d’ar véz, ével ma omp c’hoaz hiriô.

8Ha bréman̄ ann Aotrou, hon Doué, en deûz sélaouet eunn nébeût hag évid eunn amzer oud hor péden, évit lézel gan-é-omp ann dilerc’h a zô choumet, évit rei d’é-omp alc’houéz hé léac’h san̄tel; évit ma sklérajé hon Doué hon daoulagad, ha ma rôjé d’é-omp eunn nébeût buez enn hor sklavérez;

9Râk sklaved omp, hag hon Doué n’en deûz két hon dilézet enn hor sklavérez; hôgen digaset en deûz war-n-omp trugarez é-ken̄ver roué ar Bersied, évit ma rôjé d’é-omp ar vuez, ma savché tî hon Doué, hag hé lec’hiou dilézet, ha ma rôjé d’é-omp eunn digémer é Juda hag é Jéruzalem.

10Ha bréman̄ pétrâ a livirimp-ni, ô hon Doué, goudé kémen̄t-sé? Pa hon eûz torret da c’hourc’hémennou,

11Éc’h eûz rôet d’é-omp dré c’hénou ar broféded da zervicherien, ô lavarout: Ann douar é péhini oc’h deûet évit choum enn-han̄, zô eunn douar dic’hlan, ével ma eo dic’hlan ar boblou hag ann douarou all; ha leûn eo gan̄d ar saotrou ha gan̄d ar fallagriézou a béré eo bét gôlôet gan̄t-hô eûz ann eil penn d’égile.

12Râk-sé éta na rôit két hô merc’hed d’hô mipien-hi, ha na gémérit két hô merc’hed évid hô mipien-c’houi, ha na glaskit bikenn hô féoc’h, nag hô eûr-vâd; évit ma krévaot ha ma tebrot ar péz zô mad enn douar-zé, ha m’hô pézô hô mipien da héred enn-han̄ da vikenn.

13Ha goudé ann holl zrougou a zô bét c’hoarvézet gan-é-omp enn abek d’hor gwall oberiou ha d’hor péc’héjou brâz, té, hon Doué, éc’h eûz hon dieûbet eûz hor fallagriez, hag éc’h eûz rôet d’é-omp ar wellaen, ével bréma:

14Évit na zistrôimp két d’ann drouk, ha na dorrimp két da c’hourc’hémennou, ha n’en em unanimp két dré zimiziou gan̄d ar boblou a ra ar fallagriézou-zé. Ha brâz a-walc’h eo da vuanégez ouz-omp évit ma hor c’holli a-grenn, hép lézel eunn dilerc’h é-béd évid hé zavétei?

15Aotrou, Doué Israel, té a zô gwirion; pa omb bét dilézet évit béza dieûbet ével ma omb hiriô. Chétu émomp dira-z-oud enn hor gwall; râg goudé kémen̄t-sé n’helleur két sével dira-z-oud. ———— X. PENNAD. Kâs a réeur kuît ar gragez a ziavéaz brô.

← Levr Ezra 8Read In The App, Free →Levr Ezra 10 →

Study Levr Ezra 9

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910