Levr Ezra 9:14
Évit na zistrôimp két d’ann drouk, ha na dorrimp két da c’hourc’hémennou, ha n’en em unanimp két dré zimiziou gan̄d ar boblou a ra ar fallagriézou-zé. Ha brâz a-walc’h eo da vuanégez ouz-omp évit ma hor c’holli a-grenn, hép lézel eunn dilerc’h é-béd évid hé zavétei?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 16:45En em dennit eûz a greiz ar strollad tûd zé; mon̄d a rann bréman̄ d’hô laza holl. Neûzé ô véza hô daou en em strin̄ket d’ann douar,
Deuteronomy 9:14Hôgen rei a rî d’ézhan̄ da voéd-hen̄t eunn dra-bennâg eûz da dropellou, eûz da leûr, eûz da waskel, war béré en dévézô ann Aotrou da Zoué skuḻet hé vennoz.
Judges 2:2Német na rajac’h kévrédigez gan̄t tâd ann douar-man̄, ha gan̄t ma tiskarc’hac’h hô aoteriou: ha né két fellet d’é-hoc’h sélaoui va mouéz. Pérâg hoc’h eûz-hu gréat kémen̄t-sé?
Ezra 9:8Ha bréman̄ ann Aotrou, hon Doué, en deûz sélaouet eunn nébeût hag évid eunn amzer oud hor péden, évit lézel gan-é-omp ann dilerc’h a zô choumet, évit rei d’é-omp alc’houéz hé léac’h san̄tel; évit ma sklérajé hon Doué hon daoulagad, ha ma rôjé d’é-omp eunn nébeût buez enn hor sklavérez;
Nehemiah 13:18Ha né két ével henn hô deûz gréat hon tadou? Ha né két ével-sé en deûz hon Doué digaset war-n-omp, ha war ar géar-man̄, ann holl zroug-zé? Ha c’houi a denn c’hoaz buanégez ann Aotrou war Israel, ô terri ar sabbat.