Levr Havakouk 1:9
D’ar preiz é teûin̄t holl: hô dremm a vézô ével eunn avél skaotuz: hag hî a strollô ar sklaved ével tréaz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 29:18Hag é lavarenn: Em neiz é varvinn, hag é kreskinn é niver va deisiou ével ar wézen-balmez.
Isaiah 27:8Hag ével eunn dén naounék oc’h huvréa pénaoz é tebr; hôgen pa eo dihunet, eo goullô hé éné; hag ével eunn dén sec’hedik oc’h huvréa pénaoz éc’h év; hôgen pa eo dihunet, eo c’hoaz skuîz ha sec’hedik, ha goullô hé éné; ével-sé é vézô al lôd brâz a boblou péré hô dévézô brézélékéet out ménez Sion.
Jeremiah 4:11Enn amzer-zé é vézô lavaret d’ar bobl-man̄ ha da Jéruzalem: Eunn avel leskidik a c’houéz é hen̄chou distrô merc’h va fobl, nann évit niza nag évit skarza.
Jeremiah 15:8N’az â két é tî ar banvez, da azéza gan̄t-hô évid dibri hag éva.
Jeremiah 34:22Hôgen ar roué a oa azézet enn hé di goan̄v, enn naved mîz: hag eur glaouier leûn a dân a oa dira-z-han̄.