Levr Havakouk 1:8
Skan̄voc’h eo hé c’hézek égét léonparded, ha buanoc’h éget bleizi ann abardaez: hé marc’heien en em skiñô, rag hé marc’heien a zeûi a bell: war nîch é teûin̄t ével eunn er a zo mall gan̄t-han̄ dibri.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Eûzuz ha spoun̄tuz éo: anézhi hé-unan é tenn hé barn hag hé béac’h.
Cross References
Isaiah 5:26Hag hén̄ a zavô hé arouéz é penn eur bobl pell-brâz, hag a c’houibano étrézég enn-han̄ eûz a benn ar béd; hag ar bobl-zé a zeûi buhan.
Jeremiah 5:6Râk-sé léon ar c’hoat a dagô anézhô, bleiz ar pardaez a skrapô anézhô, al léonpard a spiô hô c’heriou; kémen̄d-hini a iélô er-méaz anézhô, a vézô paket; râk paottet eo hô fallagriézou, krévéet eo hô drougiézou.
Ezekiel 17:3Hag é liviri: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Eur pikol er, péhini en dôa diou-askel brâz, hag eur c’horf hîr, gôlôet a blû a bép liou, a zeûaz war al Liban, hag a géméraz boéden eur wézen-sedr.
Hosea 8:1Israel, n’en em laouéna két, na drîd két ével ar boblou all, ô véza ma oud en em dennet diouc’h da Zoué; ha ma éc’h eûz gédet gôbr war ann holl leûriou éd.
Zephaniah 3:3Hé frin̄sed enn hé c’hreiz a zô ével léoned ô iuda: hé barnerien ével bleizi a zebr hô freiz diouc’h ar pardaez, ha na lézon̄t nétrâ évid ar mintin.