The Bible Software
Levr Havakouk · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Havakouk 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 271-273) ◄ Levr Nahum. Levr Habakuk. Levr Sofonias. ► LEVR HABAKUK. ———— I. PENNAD Doué a laka da zével ar C’haldéed a-énéb ar Iuzevien. 1 Béac’h a wélaz ar profed Habakuk.

2Bété pégeit, Aotrou, é c’harminn-mé, ha na zélaoûi két ouz-in? é ioûc’hinn-mé étrézég enn-od em en̄krez, ha na zieûbi két ac’hanoun?

3Pérâg am lékéez-té da wélout fallagriez hag azrec’h, da gaout dira-z-oun ar skrâb, ann direiz: mar gréeur eur varn, ar gounid a zô évid ar galloudéka.

4Râk-sé eo roget al lézen, hag ar varn n’az a két béteg ann divez: râg ar fallagr a zô tréac’h d’ann dén reiz; ha dré-zé eo gaouet ar varn.

5Sellid oud ar brôadou, ha gwélit: bézit souézet ha saouzanet: rak chétu é c’hoarvézô eunn drâ enn hô teisiou, ha na grédô dén pa vézô danévellet d’ézhan̄.

6Râk chétu é likiinn da zével ar C’haldéed, brôad c’houerô ha téar, péhini a gerz war héd ann douar, évit perc’henna tiez ha n’in̄t két d’ézhô.

7Eûzuz ha spoun̄tuz éo: anézhi hé-unan é tenn hé barn hag hé béac’h.

8Skan̄voc’h eo hé c’hézek égét léonparded, ha buanoc’h éget bleizi ann abardaez: hé marc’heien en em skiñô, rag hé marc’heien a zeûi a bell: war nîch é teûin̄t ével eunn er a zo mall gan̄t-han̄ dibri.

9D’ar preiz é teûin̄t holl: hô dremm a vézô ével eunn avél skaotuz: hag hî a strollô ar sklaved ével tréaz.

10Hén̄ a vézô tréac’h d’ar rouéed, hag a rai goab eûz ar brin̄sed: c’hoarzin a rai pa wélô hô c’hréou; savennou douar a rai, hag é kémérô anézhô. 1l. Neûzé é vézô trôet hé spéred, hag hén̄ a dréménô, hag a goûézô: chétu hé ners hag hini hé Zoué.

11

12Hôgen té, Aotrou, péhini a zô adaleg ar penn-ken̄ta va Doué, ha va zan̄t, ha na viri két ouz-omp na varvimp? ô Aotrou, da varn éc’h eûz hé lékéat; kré éc’h eûz hé c’hréat évit kastiza.

13Glân eo da zaoulagad, évit na wéli két ann drouk: ha na hellez két sellout oud ar fallagriez: pérâg é sellez-té oud ar ré a râ drouk, hag é tavez-té pa loun̄k ar fallagr ann hini a zô reizoc’h égét-han̄?

14Hag é réz-té tûd ével pésked ar môr, hag ével prén̄ved péré n’hô deûz két a brin̄s?

15Holl é sâv anézhô gan̄d ann higen; lôd a zidenn enn hé zeûlen, lôd all a zastum enn hé roued. Goudé-zé eo em laouénai, hag é tridô.

16Râk-sé é kennigô hostivou d’hé zeûlen, hag é rai sakrifisou d’hé roued: ô véza ma eo bét kresket hé loden gan̄t-hô, ha ma en deûz kavet ar boéd a garé.

17Râk-sé c’hoaz é steñ hé zeûlen, ha na éhan két da laza ar brôadou. ———— II. PENNAD Doué a rô da anaout d’ar profed diskar Nabukodonosor.

← Levr Nahoum 3Read In The App, Free →Levr Havakouk 2 →

Study Levr Havakouk 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123