Levr Havakouk 2:19
Gwâ ann hini a lavar d’ar c’hoat: Dihun; ha d’ar méan mûd, sâv: hag hen̄ a hellô deski eunn dra d’id? Chétu hen̄ a vézô gôlôet a aour hag a arc’han̄t, ha na vézô éné é-béd enn-han̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 97:7Ra vézô kaset-da-gét ar ré holl a azeûl traou kizellet, hag a ra fougé gan̄d hô skeûdennou. Azeûlit anézhan̄, c’houi hé holl élez.
Isaiah 40:19Piou a zô dall, ma n’eo va servicher? Ha bouzar, ma n’eo ann hini da biou em eûz kaset va c’hannaded? Piou a zô dall, ma n’eo ann hini a zô en em werzet hé-unan? Piou a zô dall, ma n’eo servicher ann Aotrou?
Isaiah 46:6Kémen̄d éc’h eûz klévet, gwél-hi holl; hôgen, c’houi, ha diouganet hoc’h eûz? Traou névez a rôinn da anaout d’id bréma, traou kuzet, ha na anavézez két.
Jeremiah 10:4Em eûz gréat gan̄d hô tadou, enn deiz é péhini em eûz hô zennet eûz ann Éjipt, eûz ar fourn houarn, ô lavarout: Sélaouit va mouéz, ha grît kémen̄d a c’hourc’hémenninn d’é-hoc’h; ha c’houi a vézô da bobl din, ha mé a vézô da Zoué d’é-hoc’h.
Jeremiah 10:14Té éta, na béd két évid ar bobl-zé, na zâv két da c’harm ha da béden évit-hô: râk na zélaouinn két out-hô é amzer hô garm étrézég enn-oun, é amzer hô en̄krez.
Daniel 3:1Ar roué Nabukodonosor a lékéaz da ôber eur skeûden aour, eûz a dri-ugen̄t ilinad a uc’helded, hag eûz a c’houeac’h ilinad a léd, hag a lékéaz hé sével é kompézen Dura eûz a brovin̄s Babilon.