Levr Havakouk 2:18
Pé lâz ar skeûden gréat gan̄d eur c’hizeller, pé ann hini faoz gréat gan̄d ann teûzer? koulskoudé ann ôbérour a laka hé c’héd enn hé labour hé-unan, er skeûden vûd en deûz gréat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 115:4Ha galvet em eûz hanô ann Aotrou: O Aotrou, dieûb va éné.
Isaiah 1:31Hô nerz a vézô ével stoup séac’h, hag hô labour ével eunn elven dân: kregi a rai ann tân enn-hô enn eunn taol, ha na vézô dén évid hé vouga. ———— II. PENNAD. Distôlet é vézô tî Jakob.
Isaiah 42:17Gan̄d ann dilerc’h anézhan̄ en deûz gréat eunn doué hag eur skeûden kizellet; stouet en deûz eo dira-z-hi, hé azeûlet en deûz, hag hé fédet, ô lavarout: Dieûb ac’hanoun, râk va Doué oud.
Isaiah 44:10Mé eo a ziougan adaleg ar penn-ken̄ta, ar péz a dlé c’hoarvézout da zivéza, ha pell araok ar péz ha né két c’hoarvézet c’hoaz, ô lavarout: Va c’huzul a vézo stard, ha va holl ioulou a vézô sévénet.
Isaiah 46:1Sélaouit kémen̄t-man̄, tî Jakob, c’houi péré a zo galvet dré ann hanô a Israel, hag a zô savet eûz a zouréier Juda, c’houi péré a dou dré hanô ann Aotrou, hag hoc’h eûz koun eûz a Zoué Israel, nann er wirionez, nag er reizded.