Levr Havakouk 3:10
Ar ménésiou hô deûz da wélet, hag hî a zô bét doaniet: ann doureier brâz a zô éat ébiou: al loun̄k en deûz gréat trouz: savet en deûz hé zaouarn out-kréac’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 4:18Ha pa oé piñet ar ré a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha pa zéraouchon̄t kerzout war ann douar séac’h, ann doureier a zistrôaz d’hô aoz, hag a rédaz ével diagen̄t.
Judges 5:4Aotrou, pa oud deûet er-méaz eûz a Zéir, ha pa oud tréménet dré vrô Édom, ann douar en deûz krénet, ann én̄vou hag ar c’hoabr hô deûz divéret dour.
Psalms 18:15Ha mammennou ann douréier a zô en em ziskouézet, ha sôliou ar béd a zô bét dizôlôet gan̄d da c’hourdrouz, ô Aotrou, gan̄d eur c’houézaden eûz a avel da vuanégez.
Psalms 66:6Hén̄ péhini en deûz trôet ar môr enn eunn douar séac’h; hag hî hô deûz treûzet ar ster war-droad: énô en em laouénaimp enn-han̄.
Psalms 74:13Té éc’h eûz startéet ar môr gan̄d da nerz; flastret éc’h eûz pennou ann aéréven̄t enn douréier.