Levr Hagai 1:11
Ha galvet em eûz ar sec’hder war ann douar, ha war ar ménésiou, ha war ann éd, ha war ar gwîn, ha war ann éôl, ha war gémen̄t a zoug ann douar, ha war ann dûd, ha war al loéned, ha war holl labour ann daouarn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Lamentations 1:21Klévet hô deûz pénaoz ec’h hirvoudenn, ha dén n’en deûz va dizoaniet; va holl énébourien hô deûz klévet méneg eûz va reûz, hag hî a zô en em laouénéet, ô véza ma eo té éc’h eûz hé gréat. Hôgen pa zeûi deiz va dizoan, hî a zeûiô hen̄vel ouz-in. THAU.
Amos 7:4Chétu pétrâ a zistouézaz d’in ann Aotrou Doué: Chétu ann Aotrou Doué a c’halvé ar varn dré ann tân; hag hén̄ a loun̄kaz eul loun̄k brâz, hag a zebraz lôd kévret.
Haggai 2:17Pa dôstéec’h oud ugen̄t boézellad éd, na gavec’h néméd dék; ha p’az éac’h er waskel, évit tenna han̄ter-kan̄t pôdad gwîn, ha na gavec’h néméd ugen̄t.