Keinvanoù 1:21
Klévet hô deûz pénaoz ec’h hirvoudenn, ha dén n’en deûz va dizoaniet; va holl énébourien hô deûz klévet méneg eûz va reûz, hag hî a zô en em laouénéet, ô véza ma eo té éc’h eûz hé gréat. Hôgen pa zeûi deiz va dizoan, hî a zeûiô hen̄vel ouz-in. THAU.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 35:15Hôgen hî a zô en em laouénéet diwar va fenn, hag a zô en em strollet ouz-in; kalz gloasiou hô deûz savet war-n-oun, hép ma wienn pérâk.
Psalms 38:16O véza ma em eûz lavaret: N’en em laouénaen̄t két va énébourien diwar va fenn; hî péré, pa eo bét horellet va zreid, hô deûz lavaret traou balc’h ac’hanoun;
Isaiah 13:1Béac’h Babilon, a zô bét gwélet gan̄d Isaias, mâb Amos.
Jeremiah 30:16Ével-henn é lavar ann Aotrou: Ra éhanô da vouéz ô lén̄va, ha da zaoulagad ô wéla; rak da ôbériou hô dévézô hô gôbr, émé ann Aotrou; hag hî a zistrôiô eûz a zouar hô énébour.
Jeremiah 48:27Dispennit hé holl dûd kré, ra ziskennin̄t d’al lazérez; gwa hî, râk deûet eo hô deiz, amzer hô emwél.