Levr Hagai 1:13
Neûzé Aggéus kannad ann Aotrou a gomzaz oud ar bobl a berz ann Aotrou, ô lavarout: Emounn gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 2:1Hôgen eunn Éal d’ann Aotrou a biñaz eûz a C’halgala d’al léac’h han̄vet ar wélerien, hag a lavaraz: Hô tennet em eûz eûz ann Éjipt, hag hô lékéat da von̄t enn douar diwar-benn péhini em bôa touet d’hô tadou: ha rôet em eûz va gér d’é-hoc’h pénaoz na dorrchenn bikenn ar gévrédigez em eûz gréat gan-é-hoc’h,
Psalms 46:11Aotrou ann arméou a zô gan-é-omp. Doué Jakob eo hon digémer. ———— XLVI. PSALM. Évid ann divez, évit mipien Koré, Psalm.
Isaiah 8:10Kémérit kuzul, hag é vézô bévézet; rôid ursou, ha na vézin̄t két sévénet; râg éma Doué gan-é-omp.
Isaiah 42:19Na zistrôon̄t két d’hô-unan; na ouzon̄t, na na vennon̄t da lavarout: Tân em eûz gréat gan̄d ann han̄ter; war hé c’hlaou em eûz poazet bara, poazet em eûz kik em eûz debret; ha gan̄d ann dilerc’h é rinn eunn idol? Hag é stouinn dirâg eur c’héf koat?