Levr Hagai 2:3
Komz out Zorobabel mâb Salatiel, dûk Juda, hag out Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, hag oud dilerc’h ar bobl, ô lavarout:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 22:5Ha David a lavaraz: Salomon, va mâb, a zô c’hoaz eur bugel iaouan̄k ha gwân; hag ann tî a fell d’in a vé savet d’ann Aotrou, a dlé béza ker kaer, ma vézô gréat mének anézhan̄ enn holl vrôiou: mé a aozô éta kémen̄d ha ma vézô réd. Ha dré-zé éc’h aozaz abarz hé varô kémen̄d ha ma oa réd.
Ezra 3:12Hôgen kalz eûz ar véleien hag eûz al Lévited, eûz a bennou ann tiadou, hag eûz ann hénaoured, péré hô dôa gwélet ann templ ken̄ta, hag a wélé hé-man̄ enn hé ziazez, a lén̄vé gan̄d eur vouéz gré: ha kalz ré all a c’harmé gan̄t lévénez, ô sével hô mouéz.
Ezekiel 7:20Braven̄tez hô c’helc’hennou hô deûz lékéat évit maga hô balc’hder, hag hô deûz gréat gan̄t-hô skeûdennou hô argarzidigézou hag hô idolou: dré-zé hé rôinn d’ézhô ével eunn dra dic’hlan;
Luke 21:5O véza ma lavaré hiniennou d’ézhan̄ pénaoz ann templ a oa savet gan̄t mein kaer, ha kin̄klet gan̄t rôou pinvidik, é lavaraz d’ézhô: