Levr Yehezkel 7:20
Braven̄tez hô c’helc’hennou hô deûz lékéat évit maga hô balc’hder, hag hô deûz gréat gan̄t-hô skeûdennou hô argarzidigézou hag hô idolou: dré-zé hé rôinn d’ézhô ével eunn dra dic’hlan;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 8:27Ha Gédéon a réaz gan̄t kémen̄t-sé eunn éfod hag hel lékéaz enn hé géar hé-unan Éfra. Hag holl Israel a réaz fallagriez diwar hé benn, hag ann éfod-zé a oé kiriek da C’hédeon ha d’hé holl dî da von̄t da goll. (T).
1 Chronicles 29:1Neûzé ar roué David a lavaraz d’ann holl strollad: Va mâb Salomon hép-kén en deûz bét dibabet gan̄t Doué, hag hén̄ iaouan̄k ha téner; râk brâz eo al labour, pa eo gwir pénaoz né két évid eunn dén, hôgen évid Doué, é saveur eunn tî.
Psalms 48:2Ann douar a drid ô wélout eo diazézet ménez Sion; war-zû ann han̄ter-nôz éma kéar ar roué brâz.