Levr Hagai 2
1Er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar c’houec’hved mîz, enn eil vloaz eûz ar roué Darius.
2Er seizved mîz, enn unan war-n-ugen̄t eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou dré zourn Aggéus ar profed, ô lavarout:
3Komz out Zorobabel mâb Salatiel, dûk Juda, hag out Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, hag oud dilerc’h ar bobl, ô lavarout:
4Piou ac’hanoc’h a zô choumet, hag en deûz gwélet ann tî-man̄ enn hé c’hloar gen̄ta? hag é pé zoaré hen gwélit-hu bréman̄? ha n’eo két dirag hô taoulagad ével pa né vé két?
5Hôgen bréma en em gréva, Zorobabel, émé ann Aotrou: en em gréva, Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz: en em grévait, holl bobl ar vrô, émé Aotrou ann arméou: ha labourit; râk mé a zô gan-é-hoc’h, émé Aotrou ann arméou.
6Mirout a rinn ar gér em eûz rôet d’é-hoc’h pa oc’h deûet er-méaz eûz a vrô ann Éjipt: ha va spéred a vézô enn hô kreiz: n’hô pézet két a aoun.
7Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: C’hoaz eunn nébeût, ha mé a géfluskô ann én̄v hag ann douar, hag ar môr, hag ar séac’h.
8Ha mé a hejô ann holl vrôadou: hag ann hini a zô c’hoan̄téet gant ann holl vrôadou a zeûiô: ha mé a leûniô ann ti-man̄ a c’hloar, émé Aotrou ann arméou.
9D’in eo ann arc’han̄t, ha d’in eo ann aour, émé Aotrou ann arméou.
10Gloar ann divéza ti-zé a vézô brasoc’h égéd hini ar c’hen̄ta, émé Aotrou ann arméou: ha mé a rôi ar péoc’h el léac’h-zé, émé Aotrou ann arméou.
11Er pevaré war-n-ugen̄t eûz ann naved mîz, enn eil vloaz eûz ar roué Darius, é teuaz gér ann Aotrou da Aggéus ar profed, ô lavarout:
12Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Grâ ar goulenn-man̄ d’ar véleien diwar-benn al lézen, ô lavarout:
13Ma laka eur ré kik san̄télet enn hé askré, ha mar stok oud ar penn anézhan̄ bara, pé iôd pé gwîn, pe éôl, pé eur boéd-bennâg all; hag hén̄ a vézô san̄télet? hag ar véleien a respoun̄taz hag a lavaraz: Nann.
14Hag Aggéus a lavaraz: Mar stok eur ré a vézô bét saotret gan̄d eur c’horf-marô, oud unan eûz ann traou-zé, ha na vézô két saotret? Hag ar véleien a respoun̄taz, hag a lavaraz: Saotret é vézô.
15Neûzé Aggéus a lavaraz d’ézhô: Ével-sé éma ar bobl-zé, ével-sé éma ar vrôad-zé dira-z-oun, émé ann Aotrou; hag ével-sé éma holl labour hô daouarn: ha kémen̄d a gennigon̄t énô, a zô saotret.
16Ha bréman̄ likiid hô ménoz war ann deiz-zé ha ken̄t, abarz ma oé lékéat méan war véan é templ ann Aotrou.
17Pa dôstéec’h oud ugen̄t boézellad éd, na gavec’h néméd dék; ha p’az éac’h er waskel, évit tenna han̄ter-kan̄t pôdad gwîn, ha na gavec’h néméd ugen̄t.
18Hô skôet em eûz gan̄d eunn avel loskuz, gan̄t merkl ha gan̄t kazarc’h em eûz skôet holl labouriou hô taouarn: hag hini ac’hanoc’h n’eo distrôet étrézeg enn-oun, émé ann Aotrou.
19Ha bréman̄ likiid hô ménoz war ann deiz-man̄, ha war ann amzer da-zon̄t, adaleg ar pevaré deiz war-n-ugen̄t eûz ann naved mîz; adaleg ann deiz é péhini eo bét taolet diazez templ ann Aotrou: likiid hô ménoz war gémen̄t-sé.
20Ha na wélit-hu két pénaoz ann éd né két c’hoaz diwanet; pénaoz ar winien, ar gwéz-fiez, ar gwéz-granad, ar gwéz-olived n’in̄t két c’hoaz bleûñet? Eûz ann deiz-man̄ é venniginn anézhô.
21Ha gér ann Aotrou a zeûaz eunn eil wéach da Aggéus er pevaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz, ô lavarout:
22Komz out Zorobabel, dûk Juda, ô lavarout: Mé a géflusko kévret ann én̄v hag ann douar.
23Disman̄tra a rinn trôn ar rouan̄télésiou, hag é vrévinn ners rén ar brôadou: diskara a rinn ar c’hirri, hag ar ré a vézô azézet enn-hô: ar c’hézeg a gouézô, hag ar ré a vézô piñet war-n-ézhô: ann dén a vézô skôet gan̄t klézé hé vreûr.
24Enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, é kémérinn ac’hanod, Zorobabel, mâb Salatiel, va zervicher, émé ann Aotrou: hag é likiinn ac’hanod ével eur ziel, ô véza ma em eûz da zilennet, émé Aotrou ann arméou.