Lizher d'an Hebreed 9:27
Ha n’eûz mui néméd ar géd eûzuz eûz ar varn, ha grouez ann tân a dlé gwasta énébourien Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And as it is appointed unto men once to die, but after this the judgment:
In Context
28Néb en deûz torret lézen Moizez a zô barnet d’ar marô, hép truez é-béd gan̄d daou pé drî dést:
Read all of Lizher d'an Hebreed 9
Cross References
2 Samuel 14:14Holl é varvomp, hag, ével ann doureier, é tivéromp enn douar hép distrei: ha na fell két da Zoué é vé kollet eunn éné; hôgen gourzéza a râ, gan̄d aoun na vé kollet a-grenn ann hini a zô bét kaset-kuît.
Job 19:25Râk me a oar pénaoz va daspréner a zô béô, ha pénaoz é savinn eûz a varô da véô (M) eûz ann douar enn deiz divéza;
Psalms 89:48Piou eo ann den a vévô, ha na wélô két ar marô; a hello tenna hé éné eûz a zourn ar béz?
Ecclesiastes 9:5Râg ar ré véô a oar pénaoz é tléon̄t mervel; hôgen ar ré varô na anavézon̄t mui nétrâ, ha n’hô deûz mui a gôbr: râg ann én̄vor anézhô a zô rôet d’ann an̄kounac’h.
Ecclesiastes 11:9En em laouéna éta, dén-iaouan̄k, enn da iaouan̄ktiz, ha ra vézô da galoun enn dudi é deisiou da iaouan̄ktiz; ha balé é hen̄chou da galoun, hag é gwél da zaoulagad; ha gwéz pénaoz Doué az kasô er varn évit kémen̄t-sé holl.
Ecclesiastes 12:14Ha Doué a zigasô d’ar varn ann holl faziou, ar mâd hag ann droug a vézô bét gréat.