The Bible Software
Lizher d'an Hebreed · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'an Hebreed 9

1Râg ô véza n’é deûz al lézen néméd ar skeûd eûz ar madou da zon̄t, ha nann ar gwîr-hévélédigez eûz ann traou, na hell népréd dré ar c’hinnig a réon̄t bép ploaz eûz ann hévélep hostivou, lakaad da véza klôk ar ré a dôsta.

2Anéz é vijé éhanet d’hô c’hinniga: rag ma vijé bet glanet eur wéach ann azeûlierien, n’hô divijé bét mui ar goustian̄s eûz hô féc’hed.

3Hôgen bép ploaz é réeur enn hô zouez méneg a béc’héjou.

4Râg goâd ann tirvi hag ar bouc’hed na hell két lémel ar péc’héjou.

5Ével-sé ô ton̄d er béd en deûz lavaret: Né két felled d’îd kaout nag hostiv na kennig; hôgen eur c’horf éc’h eûz gréad d’in.

6Né két kavet-mâd gan-éz ann hostivou poaz.

7Neûzé em eûz lavaret: Chétu é teûann: ével ma eo skrivet diwar va fenn, é penn al levr: Évit ma rinn, va Doué, da ioul.

8Goudé béza lavaret uc’hé1oc’h: O véza ne két fellet d’îd kaout hostivou ha rôou, hag hostivou poaz évid ar péc’hed, péré a ginnigeur hervez al lézen,

9Neûzé em eûz lavaret: Chétu é teûann, évit ma rinn, va Doue, da ioul. Tenna a ra ar c’hen̄ta; évit lakaad ann eil.

10Hag enn ioul-zé omb bét san̄télet dré ar c’hinnig a zô bét gréad eur wéach eûz a gorf Jézuz-Krist.

11Hag é léac’h ma teû ar véleien holl da zervicha Doué bemdéz, ô kenniga d’ézhan̄ aliez ann hévéleb hostivou, péré na hellon̄t népréd lémel ar péc’hejou;

12Hé-man̄ ô véza kinniget eunn hostiv hép-kén évid ar béc’héjou, a zô azézed da-vikenn enn tu déou da Zoué;

13É péléac’h é chortoz ma vézô lékéat hé énébourien da skabel d’hé dreid.

14Râk dré eur c’hinnig hép kén en deûz klokéet évit bépréd ar ré en deûz san̄télet.

15Hag ar Spéréd-San̄tel hé-unan en deûz hé desténiet d’é-omp: râg goudé en deûz lavaret:

16Chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t-hô, goudé ann deisiou-zé, émé ann Aotrou: Mé a lakai va lézennou enn hô c’haloun, hag a skrivô anézhô enn hô spéred;

17Ha n’am bézô mui a goun eûz hô féc’héjou, nag eûz hô drougiézou.

18Hôgen el léac’h ma éz eûz distol d’ézhô, n’eûz mui a gennig évid ar péc’hed.

19Dré-zé, va breûdeûr, pa hon eûz ar fran̄kiz da von̄d er san̄tuer dré c’hoad Jézuz-Krist,

20Oc’h heûlia ann hen̄t névez ha béô en deûz diskouézed d’é-omp da gen̄ta dré wél, da lavaroud eo, dré hé gîk;

21Ha ma hon eûz eur bélek-brâz lékéat war di Doué;

22Tôstaomp out-han̄ a wîr galoun, gan̄d eur feiz leûn, goudé béza glanet hor c’ha1oun eûz a eur goustian̄s fall, ha goudé béza gwalc’het hor c’horf gan̄d dour glân.

23Dalc’homp stard ann an̄sav hon eûz gréat eûz hor feiz (râg gwirion eo ann hini en deûz rôed hé c’hér d’é-omp),

24Gréomp stâd ann eil eûz égilé, évid en em zougen d’ar garan̄tez ha d’ann ôberiou mâd;

25Héb en em denna eûz hor strolladou, ével ma eo boazet hiniennou da ôber, hôgen oc’h en em fréalzi mui-oc’h-vui, pa wélomp é tôsta ann deiz.

26Râk mar péc’homp a-ioul goudé béza bét digéméret gan-é-omp anaoudégez ar wirionez, n’eûz mui hivizikenn a hostiv évid ar péc’héjou;

27Ha n’eûz mui néméd ar géd eûzuz eûz ar varn, ha grouez ann tân a dlé gwasta énébourien Doué.

28Néb en deûz torret lézen Moizez a zô barnet d’ar marô, hép truez é-béd gan̄d daou pé drî dést:

29Péger brasoc’h kastiz é venn d’é-hoc’h é tellézfé ann hini en dévézô gréat faé eûz a Vâb Doué; en dévézô sellet ével eunn dra louz goâd ar gévrédigez, dré béhini eo bét san̄télet; hag en dévézô gwallet Spéred ar c’hras?

30Râk nî a oar piou en deûz lavaret: Ar ven̄jan̄s a zô d’in, ha mé hé rôi. Ha c’hoaz: Ann Aotrou a varnô hé bobl.

31Eunn dra eûzuz eo kouéza étré daouarn ann Doué béô.

32Hôgen digasid enn hô koun ann deisiou ken̄ta, e péré, goudé béza bét skleréet, hoc’h eûz gouzan̄vet stourmou brâz enn an̄kéniou:

33O véza bét enn eunn tu man̄tret a zismégan̄s hag a asrec’h dirâg ann holl, hag enn eunn tu all ô véza deûed da eil d’ar ré hô deûz gouzan̄vet kémen̄t-sé.

34Râk truez hoc’h eûz bét oud ar ré a zô éréet, ha gwélet hoc’h eûz gan̄t lévénez ar skrapérez eûz hô madou, ô c’houzout pénaoz hô poa madou all gwelloc’h, hag a badô bépréd.

35Na gollit kéd éta hô fisian̄s, péhini en devézô eur gôbr brâz.

36Râg ann habaskded a zô réd d’é-hoc’h, évit, goudé béza gréat ioul Doué, ma tigémérot ar péz a zô diouganet d’é-hoc’h.

37Râk c’hoaz eunn nébeûd amzer, hag ann hini a dlé don̄t a zeûi, ha na zaléô két.

38Hôgen ann dén gwirion hag a zô d’in a vév dré ar feiz: ma en em denn adré, na vézô két hétuz d’am éné.

39Évid-omp-ni n’omp két bugalé ar ré en em denn a dû enn hô c’holl; hôgen choum a réomp er feiz évit silvidigez hon énéou. ———— XI. PENNAD.

← Lizher d'an Hebreed 8Read In The App, Free →Lizher d'an Hebreed 10 →

Study Lizher d'an Hebreed 9

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213