Levr Hoshea 1:11
Neûzé bugalé Juda ha bugalé Israel en em strollô kévrét: hag hî a zavô évit-hô eur penn, hag a biñô eûz ann douar; râk brâz eo deiz Jezrahel. ———— II. PENNAD Doué a c’hourdrouz disteûrel Israel, ével ma tistoleur eur c’hrég avoultr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 110:3Gan-éz é vézô ar brin̄sélez é deiz da c’halloud, é skéd va zen̄t; da en̄géhen̄tet em eûz eûz va dargreiz abarz ar wérélaouen.
Jeremiah 3:18Enn deisiou-zé éz ai tî Juda étrézé tî Israel, hag hî a zeûi kévret eûz a zouar ann han̄ter-nôz, d’ann douar em eûz rôet d’hô tadou.
Jeremiah 30:3Pell zô eo en em ziskouézet ann Aotrou d’in. Gan̄d eur garan̄tez peûr-baduz em eûz da garet; dré-zé em eûz da zidennet gan̄t trugarez.
Jeremiah 31:33Trôet hô deûz hô c’hein d’in é léac’h trei hô daoulagad; pa zeskenn anézhô diouc’h ar min̄tin, ha pa hô c’hélennenn, né két fellet d’ézhô va zélaoui, na digémérout va c’hélen.
Jeremiah 50:19Prin̄s ann armé a géméraz ivé ar pôdou-dour, hag ann ézan̄souérou, hag ar pilligou, hag ar c’haotériou, hag ar gan̄tolériou, hag al listri brév, hag ann tasou, lôd enn aour ha lôd enn arc’han̄t:
Ezekiel 34:23Ha mé a lakai da zével war-n-ézhô eur méser, péhini hô faskô, David va zervicher; hén̄ hô faskô, hag hen̄ a vézô da véser d’ézhô.