Levr Yirmia 30:3
Pell zô eo en em ziskouézet ann Aotrou d’in. Gan̄d eur garan̄tez peûr-baduz em eûz da garet; dré-zé em eûz da zidennet gan̄t trugarez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 3:8Hôgen enn eil vloaz, goudé ma oan̄t deûet da Jéruzalem, el léac’h ma oa bét tî ann Aotrou, enn eil viz, Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédek, hag hô breûdeûr all, béleien ha Lévited, hag ar ré holl a oa deûet eûz ar sklavérez da Jéruzalem, a zavaz Lévited, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, évid hasta labour ann Aotrou.
Psalms 53:6N’hô deûz két galvet Doué: énô hô deûz krénet gan̄d aoun, el léac’h na oa két a aoun da gaout. O véza m’en deûz Doué brévet eskern ar ré a fellé d’ézhô plijout d’ann dûd; in̄t bét mézékéet, ô véza ma en deûz Doué hô disprizet.
Jeremiah 16:15Chétu hî a lavar d’in: Péléac’h éma gér ann Aotrou? Deûet.
Jeremiah 23:7Ha mé a rôiô d’ézhô eur galoun, évit ma anavézin̄t pénaoz eo mé ann Aotrou; hag hî a vézô da bobl d’in, ha mé a vézô da Zoué d’ézhô; ô véza ma tistrôin̄t étrézég enn-oun a greiz hô c’haloun.