Levr Hoshea 1
1Gér ann Aotrou a zeûaz da Oséa, mâb Bééri, é deisiou Ozias, Joatan, Ac’haz hag Ézéc’hias, roué Juda, hag é deisiou Jéroboam, mâb Joas, roué Israel.
2Er penn-ken̄ta ma komzaz ann Aotrou oud Oséa; hag é lavaraz ann Aotrou da Oséa: Kéa, kémer évid-od eur c’hrég a c’hadélez, ha grâ d’id bugalé a c’hadélez: râg ar vrô a zilezô ann Aotrou évid heûlia ar c’hadélez.
3Hag hén̄ a iéaz, hag a géméraz Gomer, merc’h Débélaim; hag hî a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb d’ézhan̄.
4Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Galv-hén̄ Jezrahel: râg a-benn nébeût, é emwélinn goâd Jezrahel war di Jéhu, hag é likiinn da éhana rouan̄télez tî Israel.
5Hag enn deiz-zé é torrinn gwareg Israel é traon̄ien Jezrahel.
6Hag hî a en̄géhen̄taz adarré, hag a c’hanaz eur verc’h. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Galv-hi Didruez; râk n’am bézô mui a druez out tî Israel, hôgen enn an̄kounac’h hô likiinn.
7Hag em bézô truez out tî Juda, hag é tieûbinn anézhô dré ann Aotrou hô Doué: ha na zieûbinn két anézhô gan̄d ar warek, na gan̄d ar c’hlézé, na gan̄d ar brézel, na gan̄d ar c’hézek, na gan̄d ar varc’héien.
8Hag hî a zizounaz Didruez; hag é en̄géhen̄taz, hag é c’hanaz eur mâb.
9Hag ann Aotrou a lavaraz: Galv-hén̄ Nann-va-fobl; râk c’houi n’oc’h két va fobl, ha na vézinn két hô Toué.
10Ha niver bugalé Israel a vézô adarré ével tréaz ar môr, na hell béza men̄tet na nivéret: hag é léac’h ma eo bét lavaret d’ézhô: C’houi, n’oc’h két va fobl; é vézô lavaret d’ézhô: Bugalé ann Doué béo oc’h.
11Neûzé bugalé Juda ha bugalé Israel en em strollô kévrét: hag hî a zavô évit-hô eur penn, hag a biñô eûz ann douar; râk brâz eo deiz Jezrahel. ———— II. PENNAD Doué a c’hourdrouz disteûrel Israel, ével ma tistoleur eur c’hrég avoultr.