Levr Hoshea 11:9
Ha mé eo ann Aotrou, da Zoué, en deûz da dennet eûz a vrô ann Éjipt, hag a lakai ac’hanod adarré enn da ziez, ével enn deisiou lîd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 23:19Doué né két ével ann dén a hell lavarout gevier, nag ével mâb ann dén a hell béza édrô. Pa en deûz éta lavaret eunn dra, ha n’her grai két? Pa en deûz komzet, ha na zévénô két hé c’hér?
2 Samuel 20:10Hôgen Amasa na lékéaz két a évez oud ar c’hlézé en dôa Joab: hag hé-man̄ a skôaz gan̄t-han̄ enn hé gostez, hag a lékéaz hé vouzellou da gouéza d’ann douar: ha na skôaz két eunn eil daol, hag hén̄ a varvaz. Neûzé Joab hag Abisai hé vreûr a iéaz war-lerc’h Seba, mâb Bokri.
Psalms 85:4Trô ac’hanomp, ô Doué hor Salver; ha distrô da vuanégez diwar-n-omp.
Isaiah 27:4Vuéléet é vézi; ével eûz a zindân ann douar é komzi, ha da lavar a zeûi ével eûz ar poultr; da vouéz ô ton̄d eûz ann douar a vézô hén̄vel oud hini eur strôbineller, ha da lavar ô ton̄d eûz ar poultr na vézô néméd eur soroc’h.
Isaiah 55:8Adré ann ôr, adré ar postou éc’h eûz lékéat da idolou; râg en em zizôlôet oud dira-z oun, hag éc’h eûz digéméret ann avoultrer; lédanéet eo da wélé gan-éz, hag éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄t-hô: karet éc’h eûz hô gwélé, é péléac’h-bennâg ma éc’h eûz hé wélet.