The Bible Software
Levr Hoshea · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Hoshea 11

1Éfraim en em vag gan̄d avel, hag a glask ar c’hrouéz: héd and deiz é paott ar gévier hag ann diboell: kévrédigez en deûz gréat gan̄d ann Assiried, hag hé éôl en deûz kaset d’ann Éjipt.

2Ann Aotrou éta a varnô Juda, hag a emwélô Jakob: hervez hé hen̄chou, hag hervez hé ôberiou é tistolô d’ézhan̄.

3É kôv hé vamm é trec’haz hé vreûr: hag enn hé ners é c’hourennas oud ann éal.

4Hag hén̄ a oé tréac’h d’ann éal, hag en em nerzaz: gwéla a réaz hag é pédaz anézhan̄: é Bétel é kavaz anézhan̄, hag énô é komzaz ouz-omp.

5Hag ann Aotrou Doué ann arméou a zeûaz da Aotrou d’hé goun.

6Ha té, distrô oud da Zoué: mîr ann drugarez hag ar varn, ha laka bépréd da c’héd enn da Zoué.

7Kanaan en deûz enn hé zourn eur valan̄s touelluz: ann drouk-komz a gâr.

8Hag Éfraim en deûz lavaret: Koulskoudé ounn deûet da véza pinvidik, hag em eûz kavet eunn idol d’in: ha na vézô két kavet em holl ôberiou, na fallagriez na péc’hed.

9Ha mé eo ann Aotrou, da Zoué, en deûz da dennet eûz a vrô ann Éjipt, hag a lakai ac’hanod adarré enn da ziez, ével enn deisiou lîd.

10Ha mé em eûz komzet dré ar broféded, hag em eûz paottet ar gwélédigésiou, ha dré c’hénou ar broféded ounn bét hévélébékéet.

11Pa oa idolou é Galaad, enn-aner é oa é réan̄t sakrifisou da éjenned Galgal: râg hô aoteriou n’int mui néméd é doaré berniou mein war irvi ar parkou.

12Jakob a zô bét tec’het é brô ar Siria, hag Israel en deûz servichet évid eur c’hrég, hag en deûz meset évid eur c’hrég.

13Gan̄d eur profed en deûz ann Aotrou tennet Israel eûz ann Éjipt, ha gan̄d eur profed en deûz hé viret.

14Éfraim gan̄d hé c’houérvdér en deûz didennet va buanégez; râk-sé hé c’hoad a gouézô war-n-ézhan̄, hag hé Aotrou a zistolô d’ézhan̄ hé vézégez. ———— XIII. PENNAD Rébechou ha gourdrouzou ann Aotrou a-éneb Israel.

← Levr Hoshea 10Read In The App, Free →Levr Hoshea 12 →

Study Levr Hoshea 11

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314