Levr Izaia 27:4
Vuéléet é vézi; ével eûz a zindân ann douar é komzi, ha da lavar a zeûi ével eûz ar poultr; da vouéz ô ton̄d eûz ann douar a vézô hén̄vel oud hini eur strôbineller, ha da lavar ô ton̄d eûz ar poultr na vézô néméd eur soroc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 23:6Hôgen ar wallerien a vézô diframmet holl ével ann drein, péré na denneur két gan̄d ann daouarn.
Psalms 85:3Habaskéet éc’h eûz da holl vuanégez; distrôet éc’h eûz da frouden.
Isaiah 9:18Râg ar fallagriez é deûz losket ével tân, hag hî a zévô ann dréz hag ann drein: en em en̄tana a rai e-kreiz eur c’hoad stan̄k, hag é savô ouc’h kréac’h ével korven̄tennou môged.
Isaiah 12:1Hag enn deiz-zé é liviri: Da veûli a rann, ô Aotrou, ô véza ma oud buanékéet ouz-in; habaskéet eo da frouden, hag éc’h eûz va dic’hlac’haret.
Isaiah 54:6Ma en em rô bugalé ann diavésiad d’ann Aotrou, ma azeûlon̄t anézhan̄, mar karon̄t hé hanô, ha mar bézon̄t servichérien d’ézhan̄; kémen̄d hini a virô ar sabbat, héb hé zaotra, hag a zalc’hô va c’hévrédigez,
Ezekiel 16:63Évit m’az pézô koun, ha ma vézi mézékéet, ha na helli mui digeri da c’hénou gan̄d da véz, pa vézinn deûet da habaskaat, ha da zisteûrel d’id kémen̄d éc’h eûz gréat, émé ann Aotrou Doué. ———— XVII. PENNAD Lavar-kuzet ann daou er hag ar winien.