bible.software › Levr Hoshea › Levr Hoshea 4 › Levr Hoshea 4:18
Levr Hoshea 4:18
Rannet eo hô banvez, d’ar c’hadélez in̄t en em rôet: hé warézerien a zô dâ gan̄t-hô hé vézékaat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Their drink is sour: they have committed whoredom continually: her rulers with shame do love, Give ye.
In Context
17Éfraim en deûz kéméret hé idolou évid hé lôd: dilez-hén̄.
19Ann avel hé éréô war hé ziou-askel, hag hî a vézô mézékéet enn abek d’hô sakrifisou. ———— V. PENNAD Gourdrouzou Doué a-éneb ar véleien, ar brin̄sed, hag ar bobl a Israel. l. Sélaouit ann dra-man̄, béleien; likit évez, tî Israel; ha rôit skouarn, tî ar roué: râg éma ar varn war-n-hoc’h, ô véza ma oc’h deûet da lindâg er wéré, ha da roued lédet war ann Tabor. 2 Ann hostivou hoc’h eûz distrôet enn dounder: ha mé em eûz hô tamallet eûz a gémen̄t-sé holl. 3 Mé a anavez Éfraim, hag Israel né két kuzet ouz-in: pénaoz bréma en em rô Éfraim d’ar c’hadélez, hag eo en em zaotret Israel. 4 Na rôin̄t két hô ménosiou da zistrei oud hô Doué, ô véza ma éma ar spéred a c’hadélez enn hô c’hreiz, ha na anavézon̄t két ann Aotrou. 5 Ha balc’hder Israel en em ziskouez war hé zremm; hag Israel hag Éfraim a gouézô enn hô fallagriez, ha Juda ivé a gouézô gan̄t-hô. 6 Gan̄d hô dén̄ved, ha gan̄d hô éjenned éz ain̄t da glaskout ann Aotrou, ha n’her c’havin̄t két: en em dennet eo diout-hô. 7 Lézen ann Aotrou hô deûz torret, ô véza ma hô deûz ganet mipien a-ziavéaz: abenn eur miz ac’hann é vézin̄t dispennet gan̄t kémen̄t a zô d’ézhô. 8 Sounit gan̄d ar c’horn é Gabsa, ha gan̄d ar c’horn-boud é Rama: iouc’hit é Bétaven, ha war da lerc’h, Benjamin. 9 Éfraim a vézô glac’haret é deiz hé gastiz: é breûriézou Israel em eûz diskouézet va gwirionez. 10 Prin̄sed Juda a zô deûet ével ar ré a loc’h ann harzou: skuḻa a rinn war-n-ézhô va buanégez ével dour. 11 Tamallou é-gaou a c’houzan̄vô Éfraim; gan̄d ar varn é vézô man̄tret; ô véza ma en deûz déraouet heûlia al lousdoni. 12 Râk-sé ounn ével eunn tartouz évid Éfraim, hag ével breinadurez évit tî Juda. 13 Hag Éfraim a wélaz hé zinerzded, ha Juda hé chaden: hag Éfraim a iéaz étrézég Assur, hag a gasaz da gavout eur roué évid hé warézi: hôgen hén̄ na hellô két hô iac’haat, na terri hô chaden. 14 Râk mé a vézô ével eul léonez évid Éfraim, hag ével eul léonik évit tî Juda: mé, mé a grogô enn-han̄, hag a iélô kuît: hé gâs a rinn gan-én̄, ha dén n’hé skrapô diouz-in. 15 Mé a iélô hag a zistrôi d’am léac’h: kén na zeûot da fallaat, ha da glaskout va dremm. ———— VI. PENNAD Bugalé Israel enn hô glac’har a hastô distrei oud ann Aotrou.
Read all of Levr Hoshea 4
Cross References
1 Samuel 12:3Ha Jonatas a dréc’haz gward ar Filistined a oa é Gabaa, hag ar Filistined a glévaz kémen̄t-sé: ha Saül a lékéaz da zéni trompillou dré ann holl vrô, ô lavarout: Ra glévô ann Hébréed.
Psalms 47:9Prin̄sed ar boblou a zô en em strollet war-drô da Zoué Abrâham; râk douéed kré ann douar a zô en em uc’héléet meûrbéd. ———— XLVII. PSALM. Psalm-kanaouen évit mipien Koré, évid eil zervez ar sabbat.
Isaiah 1:21Pénaoz ar géar féal, ha leûn a reizded ef-hi deûet da véza eur plac’h fall? Ar reizded a choumé enn-hî; hôgen bréma al lazerien.
Ezekiel 16:15Hag ô lakaad da fisian̄s enn da gaerded, oud en em rôet d’ar c’hadélez enn da hanô, hag oud en em zaotret gan̄d kémen̄d a dréméné, évit béza d’ézhô.
This Verse In Other Editions
Study Levr Hoshea 4:18