Levr Hoshea 4:19
Ann avel hé éréô war hé ziou-askel, hag hî a vézô mézékéet enn abek d’hô sakrifisou. ———— V. PENNAD Gourdrouzou Doué a-éneb ar véleien, ar brin̄sed, hag ar bobl a Israel. l. Sélaouit ann dra-man̄, béleien; likit évez, tî Israel; ha rôit skouarn, tî ar roué: râg éma ar varn war-n-hoc’h, ô véza ma oc’h deûet da lindâg er wéré, ha da roued lédet war ann Tabor. 2 Ann hostivou hoc’h eûz distrôet enn dounder: ha mé em eûz hô tamallet eûz a gémen̄t-sé holl. 3 Mé a anavez Éfraim, hag Israel né két kuzet ouz-in: pénaoz bréma en em rô Éfraim d’ar c’hadélez, hag eo en em zaotret Israel. 4 Na rôin̄t két hô ménosiou da zistrei oud hô Doué, ô véza ma éma ar spéred a c’hadélez enn hô c’hreiz, ha na anavézon̄t két ann Aotrou. 5 Ha balc’hder Israel en em ziskouez war hé zremm; hag Israel hag Éfraim a gouézô enn hô fallagriez, ha Juda ivé a gouézô gan̄t-hô. 6 Gan̄d hô dén̄ved, ha gan̄d hô éjenned éz ain̄t da glaskout ann Aotrou, ha n’her c’havin̄t két: en em dennet eo diout-hô. 7 Lézen ann Aotrou hô deûz torret, ô véza ma hô deûz ganet mipien a-ziavéaz: abenn eur miz ac’hann é vézin̄t dispennet gan̄t kémen̄t a zô d’ézhô. 8 Sounit gan̄d ar c’horn é Gabsa, ha gan̄d ar c’horn-boud é Rama: iouc’hit é Bétaven, ha war da lerc’h, Benjamin. 9 Éfraim a vézô glac’haret é deiz hé gastiz: é breûriézou Israel em eûz diskouézet va gwirionez. 10 Prin̄sed Juda a zô deûet ével ar ré a loc’h ann harzou: skuḻa a rinn war-n-ézhô va buanégez ével dour. 11 Tamallou é-gaou a c’houzan̄vô Éfraim; gan̄d ar varn é vézô man̄tret; ô véza ma en deûz déraouet heûlia al lousdoni. 12 Râk-sé ounn ével eunn tartouz évid Éfraim, hag ével breinadurez évit tî Juda. 13 Hag Éfraim a wélaz hé zinerzded, ha Juda hé chaden: hag Éfraim a iéaz étrézég Assur, hag a gasaz da gavout eur roué évid hé warézi: hôgen hén̄ na hellô két hô iac’haat, na terri hô chaden. 14 Râk mé a vézô ével eul léonez évid Éfraim, hag ével eul léonik évit tî Juda: mé, mé a grogô enn-han̄, hag a iélô kuît: hé gâs a rinn gan-én̄, ha dén n’hé skrapô diouz-in. 15 Mé a iélô hag a zistrôi d’am léac’h: kén na zeûot da fallaat, ha da glaskout va dremm. ———— VI. PENNAD Bugalé Israel enn hô glac’har a hastô distrei oud ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
The wind hath bound her up in her wings, and they shall be ashamed because of their sacrifices.
In Context
18Rannet eo hô banvez, d’ar c’hadélez in̄t en em rôet: hé warézerien a zô dâ gan̄t-hô hé vézékaat.
Cross References
Isaiah 1:29Mézékéet é vézin̄t gand ann idolou da béré hô dévézô gréat sakrifisou: hag é rusiot gan̄d al liorsou hô pôa dilennet;
Jeremiah 2:26Ével ma eo mézékéet eul laer pa eo paket, ével-sé eo bét mézékéet tî Israel, hî, hô rouéed, hô frin̄sed, hô béléien, hag hô proféded;
Jeremiah 3:24Ar vézégez é deûz loun̄ket labour hon tadou enn hor iaouan̄ktiz, hag hô dénved, hag hô saoud, hag hô mipien, hag hô merc’hed.
Jeremiah 17:13Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Goulennit digan̄d ar brôadou: Piou en deûz klévet traou kenn argarzuz hag ar ré é deûz gréat gwerc’hez Israel?
Hosea 10:6Ar c’hlézé a gouézô war hé geriou, hag a vévézô hé dûd dilennet, hag a loun̄kô hô fennou-kéar.
Hosea 12:1Pa gomzaz Éfraim, é krogaz ann heûz é Israel; hag hén̄ a béc’haz gan̄t Baal, hag a varvaz.