Levr Hoshea 4:3
Rak-sé é vézô g1ac’haret ann douar-zé, ha kémen̄d a choum enn-han̄ a vézô gwanet, ha léoned ar mesiou, kerkoulz hag evned ann én̄v: pesked ar môr ivé a vézô kéflusket.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 33:9Na vézô két a léon énô, na biñô két enn-han̄ a loen ferô, ha na choumô két énô; ar ré a vézô bét dieûbet a gerzô dré-z-han̄.
Jeremiah 4:27Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Didud é vézô ann douar; koulskoudé n’hé zispenninn két a-grenn.
Ezekiel 38:20Pésked ar môr, hag evned ann éñv, ha loéned ar mésiou, ha kémen̄t prévéden a stléj war ann douar, ha kémen̄d dén a zô war c’horré ann douar, a grénô dira-z-oun; hag ar ménésiou a vézô diskaret, hag ar girsier a vézô diskolpet, hag ann holl vuriou a gouézô d’am douar.
Amos 1:2Hag hén̄ a lavaraz: Ann Aotrou a iudô eûz a Zion, hag a rôi da glevout hé vouéz eûz a Jéruzalem: lec’hiou kaer ar véserien a vézô dispennet, ha lein ar C’harmel a vézô dizéc’het.
Amos 8:8Goudé-zé ha na vézô két diskaret hô douar, ha na vézô két glac’haret hé holl dud: sével a rai ével eur ster dic’hlannet; kéflusket é vézô, hag é rédô ével ster ann Éjipt?