Levr Hoshea 5:10
É tî Israel em eûz gwélet eunn dra argarzuz: énô éma gadélez Éfraim, ha saotr Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 27:17Hé géned a zô hén̄vel out ken̄ta-ganet ann tarô; hé gerniel a zô ével kerniel ar rinoséros: gan̄t-hô é wen̄tô ar boblou bété penn pella ann douar. Ével-sé é vézô rummou brâz Éfraim, ha kan̄t ha kan̄t mil Manasé.
Psalms 88:17Va grounnet hô deûz héd ann deiz ével dour: va grounnet hô deûz kévret.
Proverbs 17:14Ann hini a zigor striv a zô ével ann hini a laosk ann dour; abarz ma en deûz gouzan̄vet ann dismégan̄s, é tilez ar reizded.
Ezekiel 7:8Bréma é skuḻinn a dôst va buanégez war-n-od, hag é walc’hinn va frouden ouz-id; da varna a rinn hervez da hen̄chou, hag é likiinn da boéza war-n-od da holl wallou.
Luke 6:49Hôgen ann hini a zélaou, ha na ra két, a zô hén̄vel oud eunn dén péhini a zâv hé dî war ann douar hép diazez: eur ster a zô deûed d’en em voun̄ta war ann tî, ha râk-tâl eo béd diskaret; ha brâz eo bét disman̄tr ann tî-zé. ———— VII. PENNAD.