Levr Yehezkel 7:8
Bréma é skuḻinn a dôst va buanégez war-n-od, hag é walc’hinn va frouden ouz-id; da varna a rinn hervez da hen̄chou, hag é likiinn da boéza war-n-od da holl wallou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 42:25Mé eo a laka da véza didalvez arouésiou ann diouganérien; a laka da ziskianta ann divinerien; a ziskar skian̄t ar ré fûr; hag a laka hô gwiziégez da drei é follen̄tez.
Lamentations 4:11Ann Aotrou en deûz leûniet hé frouden, skuḻet en deûz hé vuanégez hag hé zroug; lékéat en deûz da gregi eunn tan é Sion, péhini a zô bét bévézet bétég ann diazez anézhi. LAMED.
Ezekiel 7:3Bréma eo deûet da zivez, hag é kasinn va frouden war-n-od; hag é varninn ac’hanod hervez da hen̄chou; hag é likiinn da gouéza war-n-od da holl fallagriézou.
Ezekiel 9:8Ha pa oé peûr-c’hréat al lazérez, é choumiz éno; hag ô véza en em daolet war va dremm, é c’harmiz enn eul lavarout: Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doue! Hag ével-sé éta é kolli holl zilerc’h Israel, ô skuḻa da frouden war Jéruzalem.