The Bible Software
Levr Hoshea · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Hoshea 5

1Enn hô en̄krez é savin̄t min̄tin-mâd étrézég enn-oun: Deûit, ha distrôomp oud ann Aotrou:

2Râg hén̄ eo en deûz kroget enn-omp, hag é tieûbô ac’hanomp; hén̄ eo en deûz skôet gan-é-omp, hag a iac’hai ac’hanomp.

3Ar vuez a rôi d’é-omp a-benn daou zervez; hag enn trédé deiz hol lakai da zével, hag é vévimp dira-z-han̄. Neûzé hor bézô ar wiziégez, hag éc’h heûḻimp ann Aotrou évid hé anaout. Hé zonédigez a zô aozet ével ar goulou-deiz, hag hén̄ a zeûi war-n-omp ével ar glaô abréd hag ar glaô divézad a gouéz war ann douar.

4Pétrâ a rinn-mé d’id, Éfraim? Pétrâ a rinn-mé d’id, Juda? Hô trugarez a zô ével koabr ar min̄tin, hag ével ar glîz a drémen gan̄d ar min̄tin.

5Râk-sé em eûz hô fustet gan̄t va froféded, hag em eûz hô lazet gan̄t geriou va génou: da varnédigézou a vézô ker skléar hag ar goulou.

6Râg gwell eo gan-én̄ ann drugarez égéd ann azeûlidigez; ha gwiziégez Doué, égéd ar sakrifisou-losk.

7Hôgen ar ré-zé ével Adam hô deûz torret ar gévrédigez, hag a zô bét énô disléal em c’hén̄ver.

8Eur géar ôberourien idolou eo Galaad; saotret eo gan̄d ar goâd.

9Hag ével ma aoz al laéroun spiou war hen̄t Sichem évit laza ar ré a drémen, ével-sé en em stroll ar véleien: râg gwallou na réon̄t kén.

10É tî Israel em eûz gwélet eunn dra argarzuz: énô éma gadélez Éfraim, ha saotr Israel.

11Ha té ivé, Juda, laka ar médérez évid-od, kén na likiinn va fobl da zistrei diouc’h ar sklavérez. ———— VII. PENNAD Buanégez Doué a-éneb hé bobl enn abek d’hé fallagriez.

← Levr Hoshea 4Read In The App, Free →Levr Hoshea 6 →

Study Levr Hoshea 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314