Levr Hoshea 6:9
Ann diavésidi hô deûz loun̄ket hé ners, hag hen̄ n’en deûz két hé wézet: gwenn eo deûet hé vléô, hag hén̄ n’en deûz két hé wézet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 1:15Hag ar Sabéed a zô en em strin̄ket war-n-ézhô, hag hô deûz hô skrapet holl; ar baotred hô deûz lazet gan̄d ar c’hlézé, ha n’eûz tec’het néméd-oun évid hé rei da anaout d’id.
Jeremiah 7:9Ar ré fûr a zô karget a vez; spoun̄tet ha paket in̄t; râg gér ann Aotrou hô deûz distolet, ha n’eûz furnez é-béd enn-hô.
Ezekiel 22:9Labennérien a zô bét enn-od évit skuḻa ar goâd; war ar ménésiou hô deûz débret enn-od; gwallou hô deûz gréat enn da greiz.
Hosea 5:1Enn hô en̄krez é savin̄t min̄tin-mâd étrézég enn-oun: Deûit, ha distrôomp oud ann Aotrou:
Hosea 7:1Kémer eur c’horn-boud enn da c’hénou ével eunn érer war dî ann Aotrou, ô véza ma hô deûz torret va c’hévrédigez, ha ma hô deûz dilézet va lézen.