Levr Hoshea 6:10
Ha balc’hder Israel a vézô vuéléet dirâg hé zaoulagad: hag hî na zistrôin̄t két oud ann Aotrou hô Doué, ha na glaskin̄t két anézhan̄ é kémen̄t-sé holl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 3:6Hag ann Aotrou a lavaraz d’in é amzer ar roué Josias: Ha n’éc’h eûz-té két gwélet ar péz é deûz gréat Israel ann dispac’hérez? Hî a zô éat war bép krec’hen uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek, hag énô eo en em zaotret.
Jeremiah 18:13Tiez Jéruzalem ha tiez rouéed Juda a vézô dic’hlan ével Tofet; ann holl diez war lein péré hô deûz kenniget sakrifisou da holl armé ann éñv, hag hô deûz skuḻet braoued-kennigou da zouéed a-ziavéaz.
Ezekiel 23:5Hôgen Oolla en em rôaz d’ar c’hadélez em énep, hag a garaz dreist-penn hé orgédérien, ann Assiried hé amézéien,
Hosea 4:12Va fobl en deûz goulennet kuzul digan̄d hé goat, hag hé vâz é deûz diouganet d’ézhan̄: râg ar spéred a c’hadélez en deûz hô zouellet; hag hî a zô en em zaotret ô pellaad diouc’h hô Doué.