Levr Hoshea 6
1Pa fellé d’in iac’haad Israel, eo en em ziskouézet fallagriez Éfraim, ha drougiez Samaria, gan̄d hô ôberiou gaou: hag al laer en deûz gwastet enn diabarz, hag ar preizer enn diavéaz.
2Ha na lavaren̄t két enn hô c’halounou pénaoz é teû koun d’in eûz hô holl zrougiez: râk bréma hô gwall ôberiou a zô war hô zrô: dirâk va dremm in̄t gréat.
3Laouénéet hô deûz ar roué gan̄d hô drougiez, hag ar brin̄sed gan̄d hô gevier.
4Avoultrerien in̄t holl, ével eur fourn tommet gan̄d ar fournier: éhanet eo kéar eunn nébeut abaoé ma eo bét kemmesket ar gôell, bété ma eo savet ann toaz holl.
5É deiz hor roué, ar brin̄sed a zeûaz da ziboella gan̄d ar gwîn: hén̄ a astennaz hé zourn d’hé zûd direiz.
6Hî a rôaz hé c’haloun d’ézhan̄ ével eur fourn, pa aozé spiou d’ézhô: ar fournier en deûz kousket héd ann nôz, hag hén̄ hé-unan diouc’h ar min̄tin zô bét losket ével eur flamm dân.
7Tommet in̄t bét holl ével eur fourn, hag hô deûz devet hô barnerien: hô rouéed holl a zô kouézet: hag hini anézhô n’en deûz garmet étrézég enn-oun.
8Éfraim hé-unan a zô en em gemmesket gan̄t ar brôadou: Éfraim a zô deûet ével eur bara poazet dindân al ludu, ha né két bét trôet.
9Ann diavésidi hô deûz loun̄ket hé ners, hag hen̄ n’en deûz két hé wézet: gwenn eo deûet hé vléô, hag hén̄ n’en deûz két hé wézet.
10Ha balc’hder Israel a vézô vuéléet dirâg hé zaoulagad: hag hî na zistrôin̄t két oud ann Aotrou hô Doué, ha na glaskin̄t két anézhan̄ é kémen̄t-sé holl.
11Éfraim a zô hén̄vel oud eur goulm diboell ha digaloun: ann Éjipt hô deûz galvet, étrezég ann Assiried in̄t éat.
12Pa vézin̄t éat enn hen̄t, é lédinn va rouéjou war-n-ézhô: hô zenna a rinn ével evned ann én̄v; hô c’hastiza a rinn hervez ma hô deûz hé glévet enn hô strolladou.
13Gwâ hî, ô véza ma in̄t en em dennet diouz-in: gwastet é vézin̄t, ô véza ma hô deûz torret va lézen. Hô dasprénet em eûz, hag hî hô deûz lavaret gévier diwar va fenn.
14N’hô deûz két garmet enn hô c’haloun étrézég enn-oun, hôgen iouc’het hô deûz enn hô gwéléou; war ann éd ha war ar gwîn hô deûz lékéat hô mennoz, hag hî a zô en em dennet diouz-in.,
15Pa em eûz ho c’hastizet, ha pa em eûz krévéet hô divrec’h, hô deûz mennet drouk diwar va fenn.
16Distrôet in̄t évit béza dic’héô; deûet in̄t ével eur warek touelluz; hô frin̄sed a gouézô dindân ar c’hlézé, enn abek da ziboell hô zéôd. Goab a vézô gréat anézhô é brô ann Éjipt. ———— VIII. PENNAD Gourdrouzou névez a-énep pobl ann Aotrou.