Levr Hoshea 7:10
Hôgen goudé ma hô dévézô gôpréet ar brôadou, neûzé é strollinn anézhô: hag hi a éhanô eunn nébeût da gaout béac’h ar roué hag ar brin̄sed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 10:4Ar péc’her en deûz savet droug enn Aotrou, hag enn abek d’hé vuanégez vrâz na glaskô két anézhan̄.
Psalms 53:2Saotret in̄t, hag argarzuz in̄t deûet enn hô fallagriézou; n’eûz hini a gémen̄t a rajé ar mâd.
Isaiah 9:12Ar Siried eûz ar sâv-héol, hag ar Filistined eûz ar c’hûs-héol; hag hî a zigorô hô génou évit loun̄ka Israel. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.
Jeremiah 3:3Râk-sé eo bét dalc’het dour ann én̄v, hag ar glao divézad né két kouézet; tâl eur c’hrég-fall a zô deûet d’id, ha né két fellet d’id rusia.
Jeremiah 25:5O Sélaoui gériou ar broféded va zervicherien, em eûz kaset d’é-hoc’h, ô sével diouc’h ar min̄tin, hag oc’h hô réna, ha n’hoc’h eûz két hô zélaouet.
Hosea 5:5Râk-sé em eûz hô fustet gan̄t va froféded, hag em eûz hô lazet gan̄t geriou va génou: da varnédigézou a vézô ker skléar hag ar goulou.