The Bible Software
Levr Hoshea · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Hoshea 7

1Kémer eur c’horn-boud enn da c’hénou ével eunn érer war dî ann Aotrou, ô véza ma hô deûz torret va c’hévrédigez, ha ma hô deûz dilézet va lézen.

2Israel a c’halvô ac’hanoun, ô lavarout: Va Doué, da anaout a réomp.

3Israel en deûz distolet ar mâd, ann énébour a heskinô anézhan̄.

4Dré-z-hô hô-unan hô deûz rénet, ha nann dré-z-oun-mé: prin̄sed in̄t bét, ha n’em eûz két hé wézet: gan̄d hô arc’han̄t ha gan̄d hô aour hô deûz gréat idolou évit-hô; ha sé en deûz hô c’hollet.

5Diskaret eo da leûé, Samaria: savet eo va frouden enn ho énep: bété pégeit na hellin̄t két en em c’hlana?

6Eûz a Israel hé-unan é teû: eur méchérour eo en deûz hé c’hréat, ha né két Doué; neûzé leûé Samaria a zeûi ével eur gwiad kefnid.

7Râg avel hô deûz hadet, hag arné é médin̄t: na choumô két eur gorsen éd enn hé zâ: ann damoézen na rôi két a vleûd; pé ma rô, é vézô loun̄ket gan̄d ann diavésidi.

8Loun̄ket eo Israel: bréma eo deûet é-touez ar brôadou ével eul léstr loudour.

9Râg hî a zô piñet étrézég Assur, azen gouéz a labour évit-han̄ hé-unan: Éfraim en deûz gôpréet hé garan̄tésiou.

10Hôgen goudé ma hô dévézô gôpréet ar brôadou, neûzé é strollinn anézhô: hag hi a éhanô eunn nébeût da gaout béac’h ar roué hag ar brin̄sed.

11O véza ma en deûz Éfraim paottet ann aotériou évit péc’hi, eo bét gréat d’ézhan̄ aotériou évid ar gwall.

12Skrivet em eûz évit-hô eul lôd brâz eûz va lézennou, péré hô deûz sellet ével pa né ven̄t két bét évit-hô. 13 Rôou a gennigin̄t d’in, hostivou a lazin̄t évid-oun, hag é tebrin̄t ar c’hîg anézhô, hag ann Aotrou n’hô digémérô két: neûzé en dévézô koun eûz hô fallagriez, hag é emwélô ho féc’héjou: hi a zistrôi d’ann Éjipt.

13

14Hag Israel en deûz an̄kounac’héet hé grouer, hag en deûz savet templou; ha Juda en deûz savet kalz kériou kré; hôgen mé a gasô tân war hé gériou, hag a zévô hé diez kaer. ———— IX. PENNAD Israel a c’houzan̄vô ann naoun hag ar sklavérez enn abek d'hé béc’héjou.

← Levr Hoshea 6Read In The App, Free →Levr Hoshea 8 →

Study Levr Hoshea 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314