Levr Hoshea 7:6
Eûz a Israel hé-unan é teû: eur méchérour eo en deûz hé c’hréat, ha né két Doué; neûzé leûé Samaria a zeûi ével eur gwiad kefnid.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 13:28Hôgen Absalom en dôa gourc’hémennet d’hé baotred, ô lavarout: Likid évez pa vézô Amnon mézô gan̄d ar gwin, ha pa livirinn d’é-hoc’h: skôit-hén̄, ha lazit-hén̄: n’hô pézet két a aoun; râk mé eo a c’hourc’hemenn kémen̄t-sé d’é-hoc’h. En em grévait ha bézit tûd a galoun.
Psalms 21:9Hô en̄tana a rî ével eur fourn losk enn amzer é péhini é tiskouézi da zremm; ann Aotrou enn hé vuanégez a reûstlô anézhô, hag hô lakai da véza loun̄ket gan̄d ann tân.
Hosea 7:4Dré-z-hô hô-unan hô deûz rénet, ha nann dré-z-oun-mé: prin̄sed in̄t bét, ha n’em eûz két hé wézet: gan̄d hô arc’han̄t ha gan̄d hô aour hô deûz gréat idolou évit-hô; ha sé en deûz hô c’hollet.
Micah 2:1Lavaret em eûz iv e: Sélaouit, prin̄sed Jakob, ha duged tî Israel: ha né két d’é-hoc’h gouzout ar varn?