Levr Hoshea 8:10
Ével bôdou-rézin enn distrô em eûz kavet Israel: ével ar c’hen̄ta frouez eûz a vâr ar wézen-fiez, em eûz gwélet hô zadou,: hôgen hî a zô éat da gaout Béelfégor, hag a zô pelléet diouz-in enn eunn doaré mézuz; hag hî a zô deûet da véza argarzuz, ével ar péz hô deûz karet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 10:8Râg hén̄ a lavarô:
Isaiah 36:13Bétég ar min̄tin é c’hédenn; râg ével eul léon en deûz brévet va holl eskern; diouc’h ar min̄tin bétég ar pardaez am likii da von̄d-da-nétra.
Ezekiel 16:33D’ann holl merc’hed fall (M) é rôeur gôbr; hôgen té éc’h eûz rôet gôbr d’ar ré holl a garé ac’hanod; ha té a réa rôou d’ézhô, évit ma teujen̄t a bép tû d’az kavout, évid en em rei d’ar c’hadélez gan-éz.
Ezekiel 22:20Ével ma strolleur ann arc’han̄t, hag ann arem, hag ar stéan, hag ann houarn, hag ar ploum é-kreiz ar fornigel; é chouézinn tân war-n-ézhô évid hô zeûzi; ével-sé é strollinn ac’hanoc’h em frouden, hag em buanégez, hag é arzaôinn; hag é teûzinn ac’hanoc’h.