Levr Hoshea 8
1Israel, n’en em laouéna két, na drîd két ével ar boblou all, ô véza ma oud en em dennet diouc’h da Zoué; ha ma éc’h eûz gédet gôbr war ann holl leûriou éd.
2Al leûr hag ar waskel na vagô két anézhô, hag ar gwîn a douello anézhô.
3Na choumin̄t két é douar ann Aotrou. Éfraim a zistrôi enn Éjipt, hag enn Assiria é tebrô traou saotret.
4Na gennigin̄t két ar gwîn d’ann Aotrou, ha na vézin̄t két hétuz d’éz-han̄: hô sakrifisou a vézô ével bara ar wélerien: kémen̄d hini a zébrô anézhan̄ a vézô saotret: râg hô bara évid hô buez, n’az ai két é tî ann Aotrou.
5Pétrâ a réot-hu é deiz al lîd, é deiz gouél ann Aotrou?
6Râk chétu é tec’hon̄t diouc’h ar gwastérez: ann Éjipt hô strollô, Memfiz hô bésiô: al linad a zavô war hô arc’han̄t a garon̄t dreist-holl, ar zérégen a greskô enn hô zellou.
7Deisiou ann emwél a zô deûet, deûet eo deisiou ann distol: gwéz, Israel, pénaoz eo foll ar broféded; ha diskian̄t ann dûd spérédek, enn abek d’al lôd brâz eûz da fallagriezou; hag eûz da follen̄tésiou paot.
8Da évésiad é tlié béza Éfraim évit va Doué: ar profed a zô deûet da eul lindâg a wastérez war hé holl hen̄chou, ha da follen̄tez é ti hé Zoué.
9Gan̄d dounder hô deûz péc’het, ével é deisiou Gabaa: Doué en dévézô koun eûz hô fallagriez, hag a emwélô hô féc’héjou.
10Ével bôdou-rézin enn distrô em eûz kavet Israel: ével ar c’hen̄ta frouez eûz a vâr ar wézen-fiez, em eûz gwélet hô zadou,: hôgen hî a zô éat da gaout Béelfégor, hag a zô pelléet diouz-in enn eunn doaré mézuz; hag hî a zô deûet da véza argarzuz, ével ar péz hô deûz karet.
11Gloar Éfraim a zô éat war-nich ével eunn evn, adaleg ar ganédigez, hag adalek kôv ar vamm, hag adaleg ann en̄géhen̄tadurez.
12Ha pa zeûjen̄t da vaga hô bugalé, é likiinn anézhô divugalé e-touez ann dûd: hôgen gwâ hî pa vézinn en em dennet diout-hô.
13Éfraim, ével em eûz hé wélet, a ioa é doaré Tir diazézet war ar gaerded: hag Éfraim a gasô hé vugalé d’ann hini hô lazô.
14Rô d’ézhô, Aotrou. Pétrâ a rôi d’ézhô? Rô d’ézhô eur c’hôv divugalé, ha bronnou hesk.
15Hô holl zrougiez a zô é Galgal; râg énô eo é kasaiz anézhô: enn abek da zrougiez hô ôberiou, é kasinn anézhô er-méaz eûz va zî: n’hô c’harinn mui pelloc’h; hô holl brin̄sed a zô pelléet diouz-in.
16Éfraim a zô bét skôet, hô grisien a zô gwévet: n’hô dévézô mui a frouez. Ma hô deûz bugalé, é lazinn ar ré garéta anézhô.
17Va Doué a zistolô anézhô, ô véza n’hô deûz két hé zélaouet: hag hî a vézô kan̄tréerien é-touez ar brôadou. ———— X. PENNAD Tiez Israel ha Juda a zougô ar c’hastiz eûz hô fallagriez.