Levr Izaia 1:20
Ma na fell két d’é-hoc’h, ha ma hégit ac’hanoun, ar c’hlézé a zisman̄trô ac’hanoc’h; râg génou ann Aotrou en deûz hé lavaret.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
19Mar fell d’é-hoc’h va sélaoui, é tebrot madou ann douar.
Cross References
Leviticus 26:25Hag é tigasinn war-n-hoc’h ar c’hlézé a ven̄jô va c’hévrédigez; ha pa en em dennot er c’heriou, é kasinn ar vosen enn hô touez hag é viot lékéat étré daouarn hoc’h énébourien,
Numbers 23:19Doué né két ével ann dén a hell lavarout gevier, nag ével mâb ann dén a hell béza édrô. Pa en deûz éta lavaret eunn dra, ha n’her grai két? Pa en deûz komzet, ha na zévénô két hé c’hér?
Job 36:12Hôgen ma na zélaouon̄t két anézhan̄, é vézin̄t treûzet gan̄d ar c’hlézé, hag é varvin̄t enn hô follen̄tez.
Isaiah 3:25Ar oazed ar ré gaéra a gouézô dindan ar c’hlézé, hag ar ré gréva anézhô, er stourm.
Isaiah 58:14Bugalé ar ré hô dôa da vuéléet a zeûi d’az kavout enn eur stôui, hag ar ré holl péré a zrouk-komzé gan-éz a azeûlô roudou da dreid, hag a c’halvô ac’hanod kéar ann Aotrou, Sion san̄t Israel.