Levr Izaia 1:24
Râk-sé ann Aotrou, Doué ann arméou, ar c’hré eûz a Israel, en deûz lavaret: Allaz, en em zizoania a rinn ô stourmi out va énébourien; en em ven̄ji a rinn eûz va heskinerien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 1:25Ma hoc’h eûz disprizet va holl guzuliou, ha ma hoc’h eûz dilézet va c’hélennou:
Isaiah 35:4Ann Aotrou da Zoué en dévézô klévet héb arvar gériou Rabsasez, péhini a zô bét kaset gan̄t roué ann Assiried hé vestr, évid drouk-prézégi oud ann Doué béo, hag évid hé gunuc’ha gan̄t lavariou en deûz klévet ann Aotrou, da Zoué: gorré éta da béden évid ar ré a choum a zilerc’h.
Isaiah 63:4Péhini a choum er bésiou, hag a gousk é templou ann idolou; a zebr kîk môc’h, hag a laka eur braoued di-zan̄tel enn hé listri,
Ezekiel 5:12Eunn drédéren ac’hanod a varvô gan̄d ar vosen, hag a vézô bévézet gan̄d ann naoun enn da greiz; eunn drédéren all a gouézô dindân ar c’hlézé enn-drô d’id; ann drédéren all a skiñinn é péb avel, hag é tenninn ar c’hlézé war hô lerc’h.