Levr Izaia 1:23
Da brin̄sed a zô disléal, hag eiled al laéroun: holl é karon̄t ar rôou, hag é en̄klaskon̄t ar gounidou: na varnon̄t két ann emzivad, ha kéfridi ann in̄tan̄vez na zeû két étrézég enn-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
22Da arc’han̄t a zô trôet é kenn: da wîn a zô bét kemmesket gan̄d dour.
Cross References
Deuteronomy 16:19Hag ouc’h-penn é varnin̄t anézhan̄ da gan̄t sikl arc’han̄t a rôi da dâd ar plac’h-iaouan̄k; ô véza ma en deûz mézékéet gan̄d eur gwall-hanô eur werc’hez eûz a Israel: ha da c’hrég en dévézô anézhî, ha na hellô két hé c’hâs-kuît keit ha ma vévô.
Proverbs 17:23Ann dén fallagr a zigémer rôou é-kûz, évit gwalla hen̄chou ar varn.
Isaiah 1:17Deskit ôber ar mâd: klaskit ar varn, skoazellit néb a zô man̄tret, bézit reiz é-kén̄ver ann emzivad, difennit ann in̄tan̄vez.
Isaiah 3:14Ann Aotrou a varnô da gen̄ta hénaoured ha prin̄sed hé bobl; râk c’houi hoc’h eûz débret ar winien, ha dibourc’h ar paour a zô enn hô tî.