Levr Izaia 1:29
Mézékéet é vézin̄t gand ann idolou da béré hô dévézô gréat sakrifisou: hag é rusiot gan̄d al liorsou hô pôa dilennet;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
30Râk don̄d a réôt ével eur wézen déro a béhini é kouéz ann déliou, hag ével eul liors hép dour.
Cross References
Isaiah 31:7Ar ré diwar ar méaz péré a wélô kémen̄t-sé a c’harmô, ar gannaded a béoc’h a wélô gan̄t c’houervder.
Isaiah 57:5Viou aspik hô deûz dozvet, ha gwiad-kefnid hô deûz gwéet. Néb a zébrô euz hô viou, a varvô; ha ma hô lékéeur da wiri, é savô eur bazilik anézhô.
Jeremiah 3:6Hag ann Aotrou a lavaraz d’in é amzer ar roué Josias: Ha n’éc’h eûz-té két gwélet ar péz é deûz gréat Israel ann dispac’hérez? Hî a zô éat war bép krec’hen uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek, hag énô eo en em zaotret.
Ezekiel 16:63Évit m’az pézô koun, ha ma vézi mézékéet, ha na helli mui digeri da c’hénou gan̄d da véz, pa vézinn deûet da habaskaat, ha da zisteûrel d’id kémen̄d éc’h eûz gréat, émé ann Aotrou Doué. ———— XVII. PENNAD Lavar-kuzet ann daou er hag ar winien.
Hosea 4:13War lein ar ménésiou é réan̄t sakrifisou, ha war ar c’hrec’hiennou é teven̄t ézan̄s: dindân ann derô hag hag élô, hag ar gwéz sapr, ô véza ma oa mâd hô skeud: râk-sé hô merc’hed en em rôi d’al loustoniou hag hô kragez d’ann avoultriez.