Levr Yirmia 3:6
Hag ann Aotrou a lavaraz d’in é amzer ar roué Josias: Ha n’éc’h eûz-té két gwélet ar péz é deûz gréat Israel ann dispac’hérez? Hî a zô éat war bép krec’hen uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek, hag énô eo en em zaotret.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Ha mé a lavaraz, goudé ma é doé gréat kémen̄t-sé: Distrô étrézég énn-oun; hag hî né két distrôet.
Cross References
Judges 2:17En em zaotra a réjon̄t gan̄d douéed a-ziavéaz, hag éc’h azeûlchon̄t anézhô. Dilézel a réjon̄t buhan ann hen̄t dré béhini hô dôa kerzet hô zadou: ha pétrâ-bennâg ma klevchon̄t gourc’hémennou ann Aotrou, é réjon̄t pep trâ a-énep d’ézhô.
Psalms 106:39Ha saotret é oé gan̄d hô gwall-ôberiou; ô véza ma en em rôjon̄t d’ar gwall-ioulou.
Isaiah 57:7Hô zreid a réd étrézeg ann droug, hag hî a hast da skuḻa ar goad dinam. Ménosiou didalvez eo hô ménosiou; gwastadur ha gwask n’eûz kén enn hô hen̄chou.
Jeremiah 2:20Adaleg ar penn-kenta éc’h eûz torret va ieô, éc’h eûz dispennet va chadennou, hag éc’h eûz lavaret: Na zervichinn két, hag ével eur c’hrég fall oud én em zaotret war bép krec’hien uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek.
Jeremiah 3:11Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Israel ann dispac’hérez, é deûz didamallet hé éné, é-skoaz Juda ar c’hanazez.