Levr Izaia 1:5
War béléac’h é skôinn-mé ac’hanoc’h hiviziken, c’houi péré a laka gwall war wall? Pép penn a zô môréduz, ha pép kaloun doaniuz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 9:34Hor rouéed, hor brin̄sed, hor béleien, hag hon tadou n’hô deûz két miret da lézen: n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou, nag ann testéniézou a desténiez enn-hô.
Isaiah 9:13Hag ar bobl né két distrôet étrézég ann hini a skôé gan̄t-han̄, ha n’hô deûz két en̄klasket Aotrou ann arméou.
Isaiah 31:6Ar feiz a rénô enn da amzer; ar furnez hag ar wiziégez a vézô madou ar zilvidigez; doujan̄s ann Aotrou a vézô hé den̄zor.
Jeremiah 2:30Enn-aner eo em eûz skôet gan̄d hô pugalé, n’hô deûz két digéméret ar c’helen; hô klézé en deûz loun̄ket hô proféded; ével eul léon gwaster eo hô kwenn.
Jeremiah 5:5Mon̄d a rinn éta da gavout ar ré vrâz, hag é komzinn out-hô; râg hî a anavez hen̄t ann Aotrou, ha barn hô Doué. Ha chétu ar ré-zé hô deûz torret kévret ha gwasoc’h ar iéô, ha dispennet ar chadennou.
Jeremiah 6:28Ar brin̄sed anézhô a zô ivé distrôet eûz hô hen̄t; enn touellérez é valéon̄t, arem hag houarn in̄t; saotret in̄t holl.