Levr Izaia 1:6
Adalek kaloun ann trôad bété lein ar penn, n’eûz nétrâ a iac’h enn-han̄: glâz, blon̄s, gouli tanuz, péhini n’eo két bét liénet, war béhini n’eûz két bét lékéat a louzou, ha n’eo két gwalc’het gan̄d éôl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 2:7Ha Satan ô véza éat-kuît eûz a zirâg ann Aotrou, a lékéaz da zével war Job eur gouli ar gwasa, adalek plan̄tou hé dreid beté kern hé benn:
Psalms 38:3N’eûz nétrâ a iac’h em c’hîk er gwél eûz da vuanégez; n’eûz péoc’h é-béd em eskern er gwél eûz va féc’héjou,
Jeremiah 6:7Ével ma rô eur feun̄teun dour ién, ével-sé é rô-hî eunn drougiez ién; fallagriez ha gwastérez a gleveur enn-hi; gwandériou ha gouliou a zâv bépred étrézég enn-oun.
Jeremiah 8:21Râk piñet eo ann an̄kou dré hor prénestrou, éad eo enn hon tiez, évit laza hor bugalé vihan er ruou, hag hon tud-iaouan̄k é leûriou-kéar.
Jeremiah 30:12Hî a zeûiô, hag a veûlô Doué war vénez Sion; hag hî a rédô enn eur rumm brâz étrézé madou ann Aotrou, étrézég ar gwiniz, hag ar gwîn, hag ann éôl, ha menned ann dén̄ved hag ar zaoud; hag hô éné a zeûiô ével eul liors douret, ha n’hô dévézô mui a naoun.
Jeremiah 33:6Hôgen hî a lavaraz: Na évimp két a wîn; râk Jonadab, mâb Réc’hab, hon tâd, en deûz gourc’hémennet d’é-omp, ô lavarout: Na évot két a wîn, c’houi, nag hô pugalé da-vikenn: