Levr Izaia 11:9
Na noazin̄t két, ha na lazin̄t két war va holl vénez san̄tel: râg ann douar a zô leûn eûz a wiziégez ann Aotrou, ével ar môr eûz ann douréier gan̄t péré eo leûn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 22:27Holl harzou ann douar hô dévézô koun eûz a gémen̄t-sé, hag a zistrôiô oud ann Aotrou: hag holl diadou ar brôadou a azeûlô dira-z-han̄,
Psalms 98:2Ann Aotrou en deûz rôet da anaout hé zilvidigez; diskouézet en deûz hé reizded dirâg ar brôadou.
Isaiah 11:13Hérez Éfraim a vézô kaset-da-nétra, hag énébourien Juda a vézô dispennet; Éfraim na hérézô mui out Juda, ha Juda na stourmô mui oud Éfraim.
Isaiah 32:16Klaskit gan̄d évez é levr ann Aotrou, ha lennit; na fallô hini eûz ar ré-man̄, na choumô két unan héb en em gavout; râg ar péz a zô deûet er-méaz euz va génou a zô bét gourc’hémennet gan̄t-han̄, hag hé spéred eo en deûz hô strollet.
Isaiah 35:9Hag hén̄ a glévaz pénaoz Taraka, roué Étiopia, a oa eo em lékéat enn hen̄t évit stourmi out-han̄; pa glévaz kémen̄t-sé, é kasaz kannaded étrézég Ézéc’hias, ô lavarout:
Isaiah 49:6Savit hô taoulagad étrézég ann én̄v, hag izélait-hô étrézég ann douar: râg ann én̄v a ziaézô ével ar môged, hag ann douar a iélô é poultr ével eur zaé; hag ar ré a choum war-n-ézhan̄ a iélô-da-nétra ével-t-han̄; hôgen va zilvidigez a vézô peûr-baduz, ha va reizded a vézô dizivez.