Levr Izaia 35:9
Hag hén̄ a glévaz pénaoz Taraka, roué Étiopia, a oa eo em lékéat enn hen̄t évit stourmi out-han̄; pa glévaz kémen̄t-sé, é kasaz kannaded étrézég Ézéc’hias, ô lavarout:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 107:2Ra livirin̄t sé ar ré a zô bét dasprénet gan̄d ann Aotrou, ar ré en deûz dasprénet eûz a zourn ann énéhour, en deûz strollet eûz ar brôadou,
Isaiah 30:6Râg ann dén diskian̄t a lavarô traou diboell, hag hé galoun a rai fallagriez, évit peûr-ôber ann drouk a guzé, évit komza oud ann Aotrou gan̄t trubardérez, évit lakaad da fata éné ann dén naounek, ha lémel ann dour digan̄d ann dén en deûz sec’hed.
Isaiah 62:10Kéar da zan̄t a zô deûet ével eunn distrô; Sion a zô didûd, Jéruzalem a zô glac’haret.
Isaiah 63:4Péhini a choum er bésiou, hag a gousk é templou ann idolou; a zebr kîk môc’h, hag a laka eur braoued di-zan̄tel enn hé listri,
Ezekiel 34:25Ha mé a rai gan̄t-hô eur gévrédigez a béoc’h hag a lakai-da-gét al loéned droug er vrô; hag ar ré a choum enn distrô, a gouskô gan̄t fisian̄s er c’hoajou.