Levr Izaia 12:2
Chétu Doué eo va Salver, gan̄t fisian̄s é rinn pép tra, ha n’em bézô két a aoun; râg ann Aotrou eo va ners, ha va gloar, ha deûet eo da zilvidigez d’in.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Tenna a réôd dour gan̄t lévénez eûz a feun̄teûniou ar Salver.
Cross References
Psalms 27:1Ann Aotrou eo va goulou ha va zilvidigez; râk piou em bézô-mé aoun? Ann Aotrou eo a ziwall va buez; piou am lakai da gréna?
Psalms 68:20Hon Doué eo, Doué ar zilvidigez; hag ann Aotrou holl-c’halloudeg eo a denn eûz ar marô.
Psalms 83:18Ha ra anavézin̄t pénaoz eo ann Aotrou da hanô, ha pénaoz n’eûz néméd-od a Uc’hel-meûrbéd enn douar holl. ———— LXXXIII. PSALM. Évid ann divez, évid ar gwaskellou, Psalm évit mipien Koré.
Isaiah 9:6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.